Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Reiñ en-dro udb. zo dleet d'ub. Kement a zispigni ouzhpenn a zaskorin-me dit pa zeuin en-dro. Daskoriñ gouestlidi d'o bro. Daskoriñ udb. d'e berc'henn. Daskoriñ he frankiz d'ur vro. HS. rentañ, retorn. 2. Trl. Daskoriñ servij d'ub. : rentañ servij dezhañ. 3. Rouez Dislonkañ. Daskoriñ a ra kement a zebr. 4. Ent krenn Teuler lin evit ur gouli. Ar gouli a zaskor abred pe ziwezhat. II. V. em. (db. an dud) EN EM ZASKORIÑ (D'UB.) : paouez a stourm outañ, plegañ d'e drec'h. Goude ur seziz a bevarzek miz en em zaskoras kêr d'an enebour. & Ent krenn Ar bobl a voe gwell ganti en em zistrujañ eget en em zaskoriñ. HS. reiñ.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

daskor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rendre, vomir

daskoriñ

1850
Daveenn : GON.II pg brula, daskori, dakori

daskoriñ a ra kement a zebr

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

dakoriñ

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori, dislouñka

daskor

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

daskoret

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

daskoret

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

daskorit e dra d'ar perc'hen

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

ret eo daskoriñ da Zoue e ouestloù

1850
Daveenn : GON.II pg daskori, dakori

Gouzout ar gerioù, seveniñ al lidoù, kinnig ar roadoù, peuroberiañ al lidlazhadoù a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskoriñ dezho trevadoù ha frouezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

daskoriñ [...] ; en em zaskoriñ [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Rendre", "restituer" ; "se rendre".

Hag i chom a-sav e-tal ar c’horf-marv bras, ha dre o c’harmoù galloudek gervel en-dro e ene ennañ. Gwad, anal ha gor ar vuhez a zaskoront dezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

daskor e ene da Zoue

1931
Daveenn : VALL pg ame

Salver mat, m'Ho ped d'eñvoriñ : / Tra ouzhpenn n'hellan daskoriñ.

1960
Daveenn : PETO p77

Un dra bennak prevez, Ao.Utterson ? Ur gouviadenn da goaniañ, tra ken. Perak ? C'hoant hoc'h eus he gwelout ? Ur vunutenn nemetken. Trugarez deoc'h, Aotrou. Neuze e lakaas ar c'hloareg an div follenn baper kichen-ha-kichen da geñveriañ pizh o endalc'had. Trugarez vras, Aotrou, emezañ en diwezh, en ur zaskoriñ anezho. Ur skrid deurus-kenañ eo.

2012
Daveenn : DJHMH p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial