O gwelet a eure evel m’emaint hiziv c’hoazh, evel ma vezint da viken, garv, ramp, skoasellek, torgennek, leun a gailh lemm, dastroc’het gant krenegelloù hag islonkoù, teñvalaet gant latar, leun a glemmvan, a zifronk, a geuz, enstrobellet a dud gloazet pe o vervel, a gorfoù tud ha loened o vreinañ, a eskern, hag a zismantroù o tivogediñ.
Koulskoude, evitañ da vezañ bet mall warnañ, ne oa ket dleet ar c'hwezenn d'e strivoù, hogen d'an anken a vouge anezhañ ; gwenn e oa e zremm, groilhet e vouezh ha dastroc'het e gomz.