Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stroll traezoù zo bodet en abeg d'ar pled a deuler outo, d'o zalvoudegezh, d'o c'hened, d'o rouezder, h.a. Un dastumad kartennoù-post kozh. Un dastumad timbroù. Un dastumad taolennoù. 2. Stroll levrioù, kazetennoù, kelaouennoù, eus an hevelep rummad. Dastumad leun Al Liamm zo gantañ. 3. Lennegezh Stroll skridoù, e komz plaen pe e gwerzennoù, dibabet peogwir int arouezus eus udb. (ur mare, ul lec'h, ur rumm lennegel, h.a.). Dastumad gwerzioù Penwern. HS. teskad.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Talvoudus-meurbet eo an dastumad anezhi, rak n'eus ket nemeur anezho e Breizh, peder d'an hirañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Daveenn : DGBD p5

An ti hag al liorzh, an dastumad taolennoù, e armelioù-dilhad, pep tra a ziskoueze e oa buhez Korasidis unan a-stroñs hag a-drolle.

2015
Daveenn : EHPEA p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial