« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »
An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outañ diwar-benn an holl draoù-se, a zisklêrias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezho, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, dezhi da c’hallout tañva un diskuizh bennak.
gervel a reas davetañ
mont davet unan bennak
Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
Yann avat n’en doa ket gwir da vont davet e vestrez e-pad an deiz, na kennebeut da vont d’ar gambr dre an diri.
Goude, e tistroas davet he zud.
Rak, kerkent graet an testamant, ar voereb a yelo davet he zadoù kozh er bed all, gant div pe deir nozvezh satanazet ; mes ret eo kaout ur galon yac’h, tanfoeltr ! » — « Yac’h eo va c’halon, Job. »
Ni 'zo ret dimp dioueriñ plijadurezhioù saotret an douar, stignañ ma rankomp hon holl strivoù davet ur Peurvad, mennet ivez gant Doue.
- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet.
Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ». Bremañ, pa bleustre, e baduelle. Hoalet e oa davet an Dra Disheñvel... C'hoant briata en doa, ha bezañ tost, tostoc'h, d'ar Vaouez...
D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.
Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
Ober a reas un ehan. Ar breur Arturo a stouas e sell daveti.
(Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)
Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.
Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera. Sevel a rae houmañ davet ar paotr yaouank daoulagad gleb ha tomm gant ar gwiliouri.
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Asantiñ a reas diouzhtu Soaz Sapeur, met gant an diviz-mañ : « Kent mont da Vrest, emezi, e chomi davedon ur bloavezh war e hed da ziskuizhañ, kement hag ac’h eus studiet. [...]»
Ha mar bijen aet, Doue da viro, davet houzarded Dinam, ur paotr brav e vijen bet war gein ul loen-kezeg ; nemet hag unan plouzet evel hini straed Siam a vije bet roet din, petra an diaoul am bije graet-me gant ur marc’h, peogwir pa zichañs din tostaat ouzh ar seurt anevaled, e tec’han raktal kuit kerkent ha ma kluchont o divskouarn ?
Er bloavezh 1906, an deiz ma savas kaoz eus dibab ur Prezidant nevez, e teuas davet Jord Klemanso [Klemañso] un toullad kannaded eus ar gostezenn gleiz : « Evit piv mouezhiañ ? e c’houlennjont digantañ – Evit an diotañ hini », emezañ.
Ne oa ket peursavet Fallières war bont ar Verite goude e weladenn gentañ d’ar Standart ma teuas d’e dro davedomp an Impalaer hag e wreg, un Itron gaer-dreist met allas ur beg faeüs anezhi, ha kerse ’oa ganimp o vezañ n’hor boa spi ebet da barañ hor selloù war a[r] Tsarevitch, Aleksiz Nikolaievitch vihan, hag an Dukezed-Meur, e c’hoarezed.
Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.
E seizh gwellañ en devoa graet o klask un tammig arc’hant evidon, aet e oa davet meur a zen ha zoken da di tud a beadra [a-beadra], met n’en devoa kavet nemet tri c’hant lur, ha c’hoazh evit ar bloaz kentañ nemetken, ha se ne oa ket trawalc’h da baeañ bevañs ha lojeiz en ur gêr vras, hag e tu-hont da se al levrioù ha meur a dra all.
E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured.
Ne veze gopraet da vevelien davet ar seurt priñsed nemet is-ofiserien [isofiserien] e-maez a garg, kustum da veogal en ur rannañ e-giz ar soudarded pep ger an eil war-lerc'h egile.
Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon-daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mard eo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
Padal, pet ha pet gwech n’en devoa ket lavaret din : « M’az pefe ezhomm un dro bennak eus forzh petra, deus davedon, deus, hag e pep degouezh va dor, va divrec’h, va c’halon ha va yalc’h a vo digor frank evidout. »
Edod o paouez distaliañ diouzh merenn, en eil devezh, pa welis o tont davedon, da ober din e c'hourc'hemennoù, un den kozh dezhañ ur varvennig wenn bennak.
Setu eñ 'ta adarre d'an ospital davet ar medisin. Hemañ a voe bras gantañ, pa lavaras dezhañ kement-se : ne c'helle ket an nadoz bezañ lous, hag ar c'hlañvdiour a oa hep e bar evit ober pikadennoù.
Ur wech degouezhet war-hed mouezh an eil diouzh egile -eleze dres dindan daoulagad ar vatezh-, an hini koshañ a gevarc'has egile hag a yeas davetañ gant kourtezi.
Ha pa wel [ar bazhvalan] unan deus an dremenidi o vont e fulor e red davetañ evit displegañ dezhañ ez eo un taol fentus [...].
Ur bedagogiezh dre an ober an hini eo, ha pep obererezh a rank bezañ prederiet evit desachañ muioc'h-mui a dud davedomp.
Pouezus eo kehentiñ e-pad an taol : davet an dud a zo war al lec'h, implijidi ar burevioù dalc'het ganeoc'h, pratikoù ar stal e-lec'h ma lârit [m'emaoc'h o lâret] un "oferenn" evit ar beveziñ santel, ha kement zo...
Deus en-dro d'ar gêr davet an Aotrou, da Zoue, ha selaou mat E vouezh !