da zonet
Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].
Nag em zad nag ennon ne oa danvez marc'hadourien, ha dre-se ne raen ket muioc'h van ouzh dazont ar c'henwerzh eget ne ra ul louarn ouzh ur gaolenn [...].
Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan, peogwir ne vanje ket hemañ da vevañ daveti e skeud hec’h iliz[-]parrez, rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti.
Un dazont skedusoc'h a welen evit ma amezeg.
En dazont e vo ret kavout produioù o tont eus ar bevgimiezh [sic] o kemer lec'h ar produioù o tont eus an eoulgimiezh […]
Ur samm pounner all o doa ar skrivagnerien gatalonek war o chouk : un dlead e oa evito sevel yezh lennegel unvan an dazont
Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dazontelour