dec'h
— Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het ; koulskoude n’eo ket kalon a vank deoc’h, hen diskouez hoc’h eus graet abaoe an dervezhioù-mañ ; un dra hepken a vank deoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon.
- C'hwi ivez, breur Alano, a gav on bet brell ha droch dec'h da noz : n'eo ket gwir ?
Bet ’oan war roudoù Biz Kamm betek la Vera Kruz, laosket am boa va gwellañ korn-butun da gouezhañ en dour damdost d’an Douar Nevez, ur rannvro ma paouranteas enni meur a hini eus va c’herent an amzer gent ; hogen, en touiñ a rafen, na Biz Kamm, nag ar besketaerien-se, tanfoeltr hini anezho ne oa bet ken laouen ha me gant e stad war vourzh al listri-brezel, ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh.
Soñj am eus eus hennezh a oa en em lazhet evel pa vije dec'h. Adrianí he doa gwelet anezhañ o kouezhañ ha peurvantret e oa bet. Devezhioù a oa bet ezhomm da zegas anezhi war he zu.