Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. Yezhon. Deverañ. Anv ar boblad-se a hañval bezañ dedarzhet eus anv un doue. II. (db. ar mor, ar gwagennoù) Dont da darzhañ. Gwagennoù o tedarzhañ war ar reier. Ar c'houmm o tedarzhañ diboell dreist d'ar c'herreg. III. 1. (db. ar gorioù) Tarzhañ. Dedarzhet eo ho peskoul ? Dedarzhet eo ar gor. DHS. teuler. 2. Strinkañ. Kerkent e tedarzhas un eienenn eus an douar. Eus e galon ez eo dedarzhet ar gwad. 3. (db. ar bleunioù, ar broñsoù, ar plant, h.a.) Tarzhañ. Un hadenn a ziwan fonnus, a zedarzh hag a c'holo he douar. 4. Dre skeud. (db. an dud) Dedarzhañ diouzh un tu bnk. : bezañ ac'hano, bezañ bet ganet el lec'h-se. An den gouiziek-se zo dedarzhet diouzh douar hor bro. IV. 1. (db. an arnev) Dont da darzhañ a-daol-trumm. D'ar pardaez e tedarzhas ur barr-arnev. 2. (db. mouezh an dud) En em reiñ da glevet a-daol-trumm. Dedarzhañ a reas diouzh ar c'hlas huchadoù, galvoù. V. 1. (db. ar gouloù, h.a.) Parañ, skediñ. Ar sked a zedarzhe eus ar bizeier a oa trellus. 2. Dre skeud. (db. ar gened, h.a.) Parañ, skediñ. Eno e lakaas kened e ene da zedarzhañ. E vadelezh a zedarzh bepred. HS. lintrañ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

didarzhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pulluler

didarzhiñ

1732
Daveenn : GReg pg apostumer

didarzhañ

1732
Daveenn : GReg pg apostumer, crever (parlant d'une apostume, au propre, & au figuré)

didarzhet

1850
Daveenn : GON.II pg didarza

n'eo ket c'hoazh didarzhet ar bleuñv

1850
Daveenn : GON.II pg didarza

didarzhet eo an heol

1850
Daveenn : GON.II pg didarza

darev eo va gor da zidarzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg didarza

didarzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg didarz, didarzidigez

didarzhañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg didarza

didarzhañ

1909
Daveenn : BROU p. 223 (sortir)

Ur saead binim [sic] a zo dedarzhet ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 206 (se dit aussi d'un bouton purulent. De quelqu'un qui aurait la rougeole, une urticaire etc., on dirait :)

ur gwiskad binim a zo dedarzhet ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 223

dedarzhañ

1931
Daveenn : VALL pg apparaître (astre)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial