M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
digas
digaset
digas da goun
degas sec'hed da
degas d'ar gêr
degas
degas war well
degaset gantañ
digas
degas mad e
— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »
Ne zegase gwenneg ebet d’ar [S]adorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet.
Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.
Job. — « Un teñzor da zegas avi d’ar roue. »
Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh.
« Azezit, marichal ! » a lavaras Job. « Petra ho tegas betek Karreg-al-Louarn ? »
Bez' e voe war-nes degas war o enep ar Werc'hez Vari benniget-dreist, ha Dinamm, met ne zigoras ket e c'henou.
A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.
Hep mui koll amzer, e tegasas kaoz goloet war an dalc'h.
- Ya ! ha soñj a zegaso dit ar Werc'hez Santel-dreist eo merc'hed krouadurien Doue ivez…
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek. Re bell avat, evit degas sinadurezh.
Kement a dud a oa diank da serr-noz ma voe ret kas hep dale un toullad fuzuilherien da glask ha da zegas war vourzh ar re chomet da gousket gant o c’hofad e-mesk ar strouezh pe war ribl ul lagenn hag an deiz war-lerc’h kristen ebet, na zoken o mamm pe o gwreg, ne vije deut a-benn da c’houzout piv ’oant, gant ar goeñvet ma ’z oa o zalfas flemmet gant ar fubu ha skaotet gant pikoloù merien ruz.
Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».
Balthazar, mab ar sakrist, en devoa degaset eus ar gêr tog kouevr e donton bet gwechall paotr an tangwall n'ouzon ken pelec'h.
Un dismegañs, ur vezh e vije bet ’ta reiñ d’ar seurt kannaded an adunvanidigezh un anv a zegasfe koun eus brezelourien gwechall, Jean Bart, Koatlogon [Koedlogon], Duquesne, Tourville, Duguay-Trouin ha tagerien ken kriz all.
Er c'hantved tremenet e oa anezho brasañ marc'hadourien dent-olifant ha prenn-ebena a oa er vro, hag anv a vez atav eus "Hent an Eshiraed" a gas da lennoù bras an Ogowe ma kavent war o ribl fred d'an danvez a zegasent.
Gant nijerien a oa bet o tigas ur c'harr-nij bennak eus Amsterdam betek Abidjan, hag a oa bremañ o tistreiñ war-vor, e klevjomp pegen yen e oa en Europa e fin ar bloaz '38.
An eil elfenn, gall he doare, eo eizh peul bras lodenn eeun ar chantele hag a zegas da soñj eus re Chartres pe Reims, gant o c'halonenn greiz tev hag o feder c'holonenn gostez
Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.
An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.
Brasaat a ra ar vignoniezh-se dre ma vevont traoù kreñv asambles, dre ma kresk ar fiziañs ivez a-drugarez d'an emvodoù briefing ha bilañs a vez graet a-raok ha goude pep obererezh, dre al liammoù savet gant kamarad-mañ-kamarad abalamour d'ar sikour-bras en deus degaset, hag all, hag all...
Hag ar chadennoù skinwel, ar skingomzoù, ar c'hazetennoù a zoug anezhe war an tu-se. Degas din ur c'heloù a lavare deomp ar bennskridaozerion gwezhall, bremañ ez eo "degas din ur gwarzh."
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
degas