"digemer" ("degemer" kentoc’h) g.
degemer
degemer a-stroñs
« Hopala ! emezon, sed amañ pa lavaran un degemer ! » Bez’ oa c’hwec’h dor er sal-se ha dirak pep hini anezho ur soudard war[-]c’hed hag en dro dezhañ ur vantell a liv gant an douar kras hag a dape dezhañ betek e seulioù.
Kalz splannoc’h e spurmanten bremañ ar gêr ken hir ha ken ledan, ar menezioù dindan goad en-dro dezhi, he stêr Moskova, ha darn eus he fevar[-]c’hant iliz gant ur pikol kroaz aour pedervrec’hek o steredenniñ gant an heol war o bolzenn evel ur bennozh, arouez a zegemer mat.
Pec’hiñ a rafen o klemm ouzh an degemer a veze graet din gant an dud a beadra ; gwreg ebet ne savas troad he skubellenn a-us d’am choug, ar c’hontrol eo, pedet e vezen e pep lec’h d’evañ ha da zebriñ, laouen-kenañ e tivizent ganin a-zivout va amzer war vor hag ar broioù pell, met pebezh kemm kerkent ha ma toullen kaoz diwar-benn va c’hwec’h[-]kant lur war gred !...
Ma kavomp degemer laouen peurvuiañ dre ma 'z eomp, e kavomp amañ un den sodet-mik.
Ar plac'h en degemer a daol ouzhomp ur sell kurius hag enep war un dro hag a c'hortoz, diseblant he neuz, ma tostaimp outi.
Evel-se [gant bezañ hardizh] e vo miret ouzh goulennoù diaes a c’hallfe bezañ savet gant un den en degemer, ur vijil pe ur poliser bennak, dreist-holl ma seblantit bezañ e kreizig-kreiz ur gaozeadenn ouzh ho pellgomzer-hezoug…
Diskouez a reas pajenn degemer lec'hienn e embregerezh dezhi