Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. I. (db. an dud pe al loened) 1. Dont, mont gant herr (war-du un tu bnk., d'ober udb.); deredek. Perc'henn an ti a oa delammet da welet. Holl e telammjont war-du an aoter. DHS. denijal. 2. Erruout a-daol-trumm gant doareoù argadus. Delammet e oa al laeron dirazañ. An heizez a oa o c'hoari pa zelammas ar c'hi-red. 3. Lammat a-benn tagañ. Mar gallfemp delammat warno bremañ pa'z eo goullo o fuzuilhoù. Delammat a reas warnomp evel ur c'hi klañv. 4. Strinkañ a-daol-trumm (er-maez eus un tu bnk.). Evel ma lamas e serviedenn e telammas naered eus e baner. II. (db. al linvennoù) Flistrañ. Un eienenn a zelamme eus ar roc'h. Lakaat dour da zelammat gant unan all : da flistrañ outañ. III. Dre ast. Tec'hel. Kavout a reas tu da zelammat ac'hano. IV. Dre skeud. Dirollañ. Delammat en deus graet a-enep e vugale.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

delammout ouzh

1931
Daveenn : VALL pg assaillir

delammout war

1931
Daveenn : VALL pg assaillir

Hag ur wezh all e oa delammet ur paotr yaouank en ti, o klask war-lerc'h e vignonez e oa, ha gourdrouzoù gantañ.

2015
Daveenn : EHPEA p75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial