Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. I. DENESAAT OUZH : tostaat da, ouzh (ub., udb.). Denesait ouzhin. & Diren. Na zenesa ket ! Emañ an arnev o tenesaat. Un hent denesaat. HS. dedostaat. II. 1. Ent strizh Tostaat ouzh ub. evit komz outañ. Ne c'hallit ket denesaat outañ ? 2. Difetis Tostaat da, ouzh. Denesaat ouzh Doue.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha pan edoa un wezh oz ober orezon ez welas un nombr bras a werc'hezed e-biou dezhañ, hag entreze ez oa unan a sklaerise he c'hened dreist an re arall, peheni pan denesas outañ a c'holoas he bizaj hag evel-se ez tremenas e-biou dezhañ.

1576
Daveenn : Cath p26

dinesaat ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')accointer des bons

dinesaat ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aprocher

denesaat ouzh

1732
Daveenn : GReg pg approcher

deneziñ

1732
Daveenn : GReg pg approcher

denesait tu-se pe tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg approcher

denesaet ouzh

1732
Daveenn : GReg pg approcher

deneziñ ouzh unan bennak

1732
Daveenn : GReg pg accoster

denesaet

1732
Daveenn : GReg pg accoster

denec'hiñ

1732
Daveenn : GReg pg approcher

denesa

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dinésa

dinesaat

1850
Daveenn : GON.II pg didôstaat, dinésaat (Approcher, devenir proche, être proche. S'approcher. Accoster. Aborder), nésaat

dineseet

1850
Daveenn : GON.II pg dinésaat (Approcher, devenir proche, être proche. S'approcher. Accoster. Aborder. Part.)

Dinesait ouzhin.

1850
Daveenn : GON.II pg dinésaat (Approchez-vous de moi).

Ha na c'hellit-hu ket dinesaat outañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg dinésaat (Ne pouvez-vous pas l'accoster ?)

Teogiñ a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arzh, bleiz, kazh-karvetaer, holl e tenesaent dezho er c’hoadoù ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da vezañ flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug.

1923
Daveenn : SKET p.76

denesaat

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Approcher".

He divoc’h a zeue ruz evel bleuñv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hañv, skedet-diskedet a beb eil gant nerzh ar prederennoù ha niver an eñvorennoù, a bare war ar gwaz o tenesaat.

1923
Daveenn : SKET p.74

denesaat da

1931
Daveenn : VALL pg approcher

denesaat ouzh

1931
Daveenn : VALL pg aborder (qqn), approcher

denesaat

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXI, approcher

An disterañ trouz a veze merzhet a-bell; heglev e oa hiboud ar vuhez prevez a zeue eus an tiez a bep tu d'ar straed. Un den o tenesaat a veze klevet pell a-raok bezañ gwelet.

2012
Daveenn : DJHMH p24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial