ISTOR
1. Tailh paeet gant ar gouerien d'an Iliz katolik, a c'hoarveze eus ul lodenn eus an eost pe eus al loened desavet.
An deog a oa al liesañ ur feskenn war deir ha tregont, tri dre gant eus an eost, eus an edoù. Mar n'hor befe ket dober eus ar person da brezeg dimp, an deog a chomfe ganimp.
&
Douar deog : douar a vez savet an deog warnañ.
&
Douar kuit a zeog : douar na vez ket savet a zeog warnañ.
2. Deog, deog bras : tailh paeet d'un aotroù gant ar goumananterien a oa dindanañ, a c'hoarveze eus ul lodenn eus an eost.
Deog an aotrou war e wizien.
3. Tailh paeet gwezhall gant ar Yuzevien da veleien templ Jeruzalem.
Mallozh deoc'h a bae an deog hag a zilez ar pep pouezusañ eus al lezenn.