I.
Fetis
1. Pazenn.
Pignat gant ar skalieroù derez-ha-derez. Daou estajad derezioù.
&
An derezioù : an diri.
Diskenn, krapañ gant an derezioù.
&
(en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.)
Un derezioù a c'hwezek pazenn.
2. Diri.
Pignat un derez ledan, en doa div bazenn ha tregont.
3. C'hoari derezioù : c'hoari bugale ma ranker kas ur pezh war-raok en ur vont a droadig-kamm e-barzh karrezennoù treset war al leur.
HS. marell.
II.
A. (en un urzhaz)
1. Live, saviad, stad.
Derezioù ar gevredigezh. Diraeziñ an derez izelañ, uhelañ. Bezañ war an hevelep derez.
2. Nested er gerentiezh.
Bez' ez int kerent dindan ar pevare derez.
3. (db. an deskadurezh)
Lec'h ur rummad bloavezhioù studi e red ar studioù.
Kelennadurezh ar c'hentañ derez, an eil derez.
B. Skiantoù
1. FIZIK, KIMIEZH
Pep hini eus rannadurioù ur skeuliad muzuliañ ar wrez.
An derezioù Celsius (ar. °C) hag an derezioù Fahrenheit (ar. °F).
&
Ent strizh
Unanenn wrez eus ar reizhiad Celsius zo par da gantvedenn ar c'hemm etre gwrezverk an dour berv (100°C) ha hini ar skorn teuz (0°C).
Yen eo an amzer, n'eus nemet pevar derez hiziv.
2. MENTON.
Unanenn gorn par da 360vet rann ar c'helc'h (ar. °).
Derezioù ur c'horn. Ur c'horn dezhañ 90° eo ar c'horn skouer.
C. YEZHAD.
1. Pep hini eus furmoù an anv-gwan pe adverboù zo.
Derezioù an anv-gwan : derez-plaen, derez-uheloc'h, derez-uhelañ, derez-estlammiñ.
2. Doare da geñveriañ ur perzh, un doare geriet gant un anv-gwan pe un adverb gant ur perzh, un doare all.
&
Derez kevatal : a dalvez da ezteuler ar c'hevatalder oc'h ober gant derez-plaen an anv-gwan hag an adverb ken.
&
Derez uheloc'h ar c'heñverian : a dalvez da verkañ ez eo perzh ub., udb. dreist perzh ub. all, udb. all, oc'h ober gant derez-uheloc'h an anv-gwan.
&
Derez uhelañ ar c'heñveriañ : a dalvez da verkañ ez eo perzh ub., udb., dreist da berzh holl an dud, an traoù eus e rumm, oc'h ober gant derez-uhelañ an anv-gwan.
3. Adverboù derez : adverboù a reer ganto dirak pe da heul un ag. pe un adv. all evit merkañ liveoù disheñvel en doareañ : a-walc'h, gwall, holl, kenañ, tre, h.a., zo adverboù derez.
ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?
an quentaff [an peder basenn an scheul an eff] eo inocentet he oll œuurou an eil eo nettery à calon : trede eo disprisancc à vanité. an pederuet eo guyronez à cõsou; pere degreziou à laqua an prophoet diouch reng ouz lauaret pyou à pigno é menez an autrou &c.
1576
Daveenn :
Cath
p3-4
Hag an peder degrez-mañ a vertuz a voe ekselant en itron santez Katell evel maz eo patant en he legent.
hac an peder degrez man à vertuz à voé excellãt en itron sanctes Cathell euel maz eo patent en he legent.
1576
Daveenn :
Cath
p4
derez
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg degré, escalier, marche
derezioù
dereziou
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg degré, escalier
derez
dergay
1732
Daveenn :
GReg
pg escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
derezioù
dergayëu
1732
Daveenn :
GReg
pg escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
dereoù
derëou
1732
Daveenn :
GReg
escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
derez a enor
1732
Daveenn :
GReg
pg grade (élevation à un dégré d'honneur)
derez
dere
1732
Daveenn :
GReg
pg escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
derez
dere
1732
Daveenn :
GReg
pg escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
derezioù a enor
derezyou a enor
1732
Daveenn :
GReg
pg grade (élevation à un dégré d'honneur, p.)
derez
1732
Daveenn :
GReg
pg degré (escalier), (terme d'Université), (de parenté), escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins), grade (Grade d un Gradué)
derezioù
derezyou
1732
Daveenn :
GReg
pg degré (escalier), (terme d'Université), (de parenté), degré (Grade d un Gradué)
dereoù
derguëy
1732
Daveenn :
GReg
pg degré (escalier), escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
derezioù
derguëyëu
1732
Daveenn :
GReg
pg degré (escalier), escalier (grand degré de maisons, de terrasses de jardins)
Daveenn :
GON.II
pg dérez (Marche d'un escalier. Degré. Pl.)
N'eo ket ledan a-walc'h an derezioù.
Né két lédan awalc'h ann dérésiou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg déréz (Les degrés ne sont pas assez larges).
derge
dergé
1850
Daveenn :
GON.II
pg déréz (En Vannes "dergé"), dergé
dergeioù
dergéieu
1850
Daveenn :
GON.II
pg déréz (En Vannes "dergé" Pl.)
derez
dérez
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg skalier
Loull ar Bouc’h a bignas dre an delezoù ker skañv e c’har, evel pa n’en divije bet nemet triwec’h vloaz.
Loull ar Bouc’h a bignaz dre an delezou ker skaon he c’har, evel pa n’en diviche bet nemed triouec’h vloaz.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.135
Ne voe ket ret er lavaret div wech : an Aotrou Krenn hag an Aotrou Goachet a ziskennas d’ar red an delezioù, ha, dre an nor en tu all e lammjont er-maez.
Ne oue ket red her lavaret diou veach : an Aoutrou Cren hag an Aoutrou Goachet a ziskennaz d’ar red an deleziou, ha, dre an or enn tu-all e lammchont er meaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.59
Tri-c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezho hag ez eus a zeizioù e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezhañ, e-lec’h ez eus ur maen yec’hedus ma vez pareet dre stekiñ outañ klañvourien gêr.
Tri c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezo hag ez eus a zeiziou e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezan, e-lec’h ez eus eur maen yec’hedus ma vez pareet dre steki outan klanvourien gêr.
1923
Daveenn :
SKET
p.16
Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag ur fourrad avel en eur c'hev douar, a droas a-zehoù hag, o vezañ pignet nouspet derez vaen, e tegouezhjomp gant un norig, gaoliata ar gael anezhi ha lârout yao en ur gambr ec'hon leun a c'hourvezennoù.
Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag eur fourrad avel en eur c'heo-douar, a droas a-zehou hag, o veza pignet nouspet derez vaen, e tegouezjomp gand eun norig, gaoliata ar gell anezi ha larout yao en eur gambr ec'hon leun a c'hourvezennou.
1929
Daveenn :
SVBV
p.12
Da grediñ eo ez eo kresket gant ar moustradur ha derez an holenadur, ha bihanaet a-feur ma 'z a ar wrez war zigreskiñ ; n'ouzer ket avat peseurt niver resis kemer.
1943
Daveenn :
TNKN
p82
Treiñ a rae e benn, bep an amzer, - n'oa ket evit mirout; - war-du chapel Itron Varia ar Rozera, ma teue eben da zaoulinañ, bep abardaez, war an derez-vaen, ouzh an aspled.
1949
Daveenn :
SIZH
p.63
"Keti Sec'htaridi a oa kelennerez din er skol kentañ-derez Nnn 1 en Egaleo," emezi deomp kent stagañ da ouelañ en-dro.
2015
Daveenn :
EHPEA
p15
Ha derezioù o kas d'an daou [enkerzh].
2015
Daveenn :
EHPEA
p47
Kavout karr Yerásimos Demertzís n'eo ket bet an diaesañ. Parket e oa e straed Faétonos e-kichen ar skol kentañ derez.
2016
Daveenn :
BARDF
p. 63
Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.