Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Preder a gemerer d'ober rik diouzh gourc'hemennoù ar relijion. An devosion vras o doa evit ar Rosera. Breizh-lzel a zoug un devosion vras da Santez-Anna. Biskoazh devosion pennadus ned eo bet padus. & Trl. Ober e zevosion : ober pedennoù, heuliañ lidoù ar relijion. Mont a ra ar birc'hirined kuit dre m'a deus graet o devosion. HS. deoliezh.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag evel maz edoa ouzh he fidiñ a zevosion vras ez c'hallje demeritañ kavout un darnig [eus] he relegoù.

1576
Daveenn : Cath p25

Inkontinant ez welas ur mell ag ur bez he dorn prezantet dirazañ, peheni a gomeras gant devosion bras hag a zigasos d['ar] monaster.

1576
Daveenn : Cath p25

Ha [da g-]kement unan a selebro an dez[-mañ] a basion ha gwir devosion, ar sikour a c'hoantaint en neñv !

1576
Daveenn : Cath p24

M. Petra eo 'n oferenn ? D. Ur memoar hag ur reprezantasion eus ar marv ha'n Pasion hor Salver binniget Jezuz Krist hag ouzhpenn kement-se, ur sakrifis pe en hini en em ofr e-unan evit salvasion d'ar re vev ha d'ar re varv ha rak-se e tleomp asistañ enni gant ur reverañs ha devosion bras.

1622
Daveenn : Do. p44

devosion

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deuotion

16. Grit din dougen gant devosion / Ar gwir groaz e pep feson, / Kaout ivez memoar atav / Eus e holl boanioù ha marv.

1677
Daveenn : Do. p69

12. Imprimit e-barzh ennon-me, / Dreist pep tra tout, e garantez, / O tigas da goun e basion / E pep momed gant devosion.

1677
Daveenn : Do. p68

M. Petra eo oferenn ? D. Bezañ ez eo ur memoar hag ur reprezantasion eus a marv ha pasion hon Salver Jezuz-Krist, hag ouzhpenn ur sakrifis, en pehini en em ofr e-unan evit silvidigezh ar re vev hag ar re varv, ha rak-se e tleomp asistañ enni gant ur reverañs ha devosion bras.

1677
Daveenn : Do. p45

gant devosion

1732
Daveenn : GReg pg devotement

an deboch kent eget an devosion a gas alies meur a hini da bardonañ

1732
Daveenn : GReg pg (aux pelerinages on dépense plus de vin que de) cire

leun a zevocion

1732
Daveenn : GReg pg confit (ou confite en devotion)

treantet gant an devosion

1732
Daveenn : GReg pg confit (ou confite en devotion)

devosion

1732
Daveenn : GReg pg devotion

lavaret e zevosion, e zevosion, e bedennoù

1732
Daveenn : GReg pg (dire ses) devotions

devosion

1850
Daveenn : GON.II pg dévosion

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Da gentañ ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled ! N'oa ket, anat, kement a zevosion evit kenvevañ gant gwidreoù kannadezed an Diaoul.

1949
Daveenn : SIZH pp.48-49

souezhet e voe Utterson o welout e oa ur skouerenn eus ul levr a zevosion, en doa Jekyll alies graet stad anezhañ, notennaouet diwar e zorn, gant ledouedoù sebezus.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial