di
E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.
Ha di ez oant deuet e-kreiz noz.
ac'hann di
An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.
A ! ya, petra an diaoul e oa deuet ar marichal d’ober di ["sic"] ? Keuz, keuz bras en doa, mes re ziwezhat e oa.
Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou.
E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.
Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.
Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».
N'eus ket kalz a vloavezhioù c'hoazh ma teue ur gouarnour di da gemeret e blijadur, gantañ boutailhadoù ha boutailhadoù da rannañ etre tud ar vro.
Di e vez degaset treizhidi ha marc'hadourezh war vagoù bihanoc'h.
Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon: edon o vont di da labourat war va micher nevez, douarour e klask petrol, pe eoul-maen mar deo gwelloc'h ganeoc'h.
Emichañs e vo bet didolpet an engroez a-benn neuze hag e erruimp di aesoc'h a-se.
An dra-mañ eo labour kentañ ar polis, ha gwir en deus da vont di ma soñj dezhañ eo arvarus an traoù evel m'emaint.