1. [1732, 1850, 1927, 1949] Flourad tener, karantezus a reer gant an dorn prl.
[1949] Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
&
Trl.
[1732] Ober allazig da ub. : flourañ anezhañ.
[1732] Grit allazig d'ho mamm eta, va mabig-me. [1732] Grit-hu allazig din-me, va bugelig-me !
[1850] Gra allazig din, ma mab.
&
(impl. da anv unan.)
Un dorn karget a allazigoù.
2. (db. an darempredoù rev)
Flourad lik.
Pokoù tomm a oa ganto hag e raent allazig an eil d'egile.
3. Dre ast.
Santadur a sav diwar ur flourad tener, karantezus.
4. Dre ast., trl.
Ober allazig d'ub. : e hilligañ.
Daveenn :
GON.II
pg allazik (Fais-moi des caresses, mon fils).
Ober allazig
Ober allazik
1850
Daveenn :
GON.II
pg allazik (caresser ou faire des caresses à la manière des petits enfants, en passant la main légèrement sur la figure).
Derkeia en em daolas ganto ez feuls ; o briata a reas hag o stardañ war he c’halon gant teneredigezh ; pokañ a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o blev ; o c’hlemmoù a vougas gant hec’h allazigoù.
Derkeia en em daolas ganto ez feulz ; o briata a reas hag o starda war he c’halon gant teneridigez ; poka a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o bleo ; o c’hlemmou a vougas gant hec’h allazigou.
1923
Daveenn :
SKET
p.107
"allazig" g.
1923
Daveenn :
SKET
p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Caresse".
ober allazig da
1923
Daveenn :
SKET
p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Caresser".
Neuze e save trumm en he c’hoazez, e starde anezhañ etre he divrec’h hag e roe tro d’ar pokoùigoù, d’an allazigoù hep ehan.
Neuze e save trumm en he c’hoazez, e starde anezan etre he divrec’h hag e rôe tro d’ar pokouïgou, d’an allazigou hep ehan.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.14
allazig
allazik
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg allazik (faire caresse ; mot enfantin)
Amañ n'eus superior ebet oc'h ober allazigoù d'ar gerent ; n'eus « pion » ebet o selaou hag o spiañ, hag an traoù a ya plaen memes tra.
Amañ n'eus Superior ebet oc'h ober alazigou d'ar gerent ; n'eus « pion » ebet o selaou hag o spia, hag an traou a ya plên memestra.
1944
Daveenn :
EURW.1
p48
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.