Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Mont davet (ub.). O tiambroug hag o tegemer tud ar barrez e oa. & Tr. v. MONT, DONT DA ZIAMBROUG UB. : mont, dont en arbenn dezhañ. E servijerien a zeuas d'e ziambroug. HS. diaraogiñ. 2. Ambroug. Me zo o vont d'ho tiambroug. Ar soudarded a rankas diambroug anezhañ da vont d'e di. Bet on ouzh e ziambroug bete Sant-Brieg. DHS. kas.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

diambroug

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ramener

diambrouga

1850
Daveenn : GON.II pg diambrouga

diambrouget

1850
Daveenn : GON.II pg diambrouga

Canclaux a yoa ive ’ta war-c’hed eus ar Prad ; hag ouc’hpenn m’en doa aon rakomp-ni, ha ma kave gwelloc’h en em gannañ ganeomp war ar maez eget e kêr, abalamour m’en doa kanolioù, e teue d’hen diambroug, gant aon n’en divije ket gellet e-unan harpañ ouzhomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.284

Diouzh ar mintin e oamp bet betek Milin-ar-Stank ouzh hen diambroug, ha bremañ hor beus c’hoant da vont d’hen ambroug hirañ ma c’hellimp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.289

Gant ar pevar pe bemp all e oa deuet d'hon diambroug e rae se un daoliadig vrav a gouvidi evit koan hag evit ar c'hafe.

1985
Daveenn : DGBD p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial