ambroug
ambroug
Ambrouget e veze an hini tremenet d’an ti ma raje e annez.
Goap a raent outañ, p’en dije evet un dakadennig, ur bannac’hig a re (hag alies ar baotred o devoa abeg da ober goap outañ) ; difrezañ a raent anezhañ : monkus a oa un tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ : Kerjantjili, ar ba[r]veg gwenn, Galochoù bras, porpant lien.
ambroug
An dro-mañ, hag an deiz ma teuas war wel ar Standart hag ar skouadrenn ouzh e ambroug, hag an abardaez ma savjont eor da vont kuit, e tremenas ar c’hanolioù hep tournial, nemet ar pep retañ, ha chom a reas an traoù ken sioul diwar c’houlenn Aleksandra Féodorowna.
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
Ar gantol gantañ a-nevez, ez ambrougas adarre an Ao. Utterson dre ar porzh betek ar gegin vras ma oa lazhet an tan, ha ma rede ar c'hwiled du war al leur.
Ur vunutenn goude en em ziskouez ur sklipard pemp bloaz ha tregont, ambrouget gant ur poliser yaouank.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ambroug