Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Obererezh ambroug (mont kuit) ub. dre sevended pe evit e wareziñ. & (impl. da anv unan) [1732, 1850] Pennad hent e-ser un den all. Hag ez a d'ober un ambroug d'an aotrou. 2. Trl. [1927] En ambroug da : war-nes. En ambroug da vont edo. 3. Fetis Bezañ en ambroug d'ul lec'h bnk. : bezañ araokaet war-du al lec'h-se. Ar park-se zo en ambroug mat da Blougouskant. II. G. 1. [1850] Dibunadeg a ya da heul ub. pe udb. [1850] Un ambroug kaer zo bet graet dezhañ. & Ambroug-kañv : hollad an dud a ya da heul ar c'harr-kañv evit kas un den marv d'ar vered. 2. Strollad tud o tibunañ. Ambrougoù brav a veze dre ar straedoù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

ambroug

1732
Daveenn : GReg pg conduite (l'action de conduire en chemin)

ambroug

1850
Daveenn : GON.II pg ambrouk (Conduite. Action de conduire, de guider, d'accompagner par civilité).

Un ambroug kaer zo bet graet dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg ambrouk (On lui a fait une belle conduite).

Ar re eo a reas hent dre ouelec’hioù, a dreuzas stêrioù, koadoù, steudennadoù menezioù, o kerzhout bepred en o raok war-lerc’h o loened-ambroug, keit ha keit-all ma voe torret pep darempred outo ha na voe ken klevet anv anezho.

1923
Daveenn : SKET p.91

ambroug

1927
Daveenn : Geri.Ern pg ambroug

en ambroug da vont

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ambroug

Etimologiezh

Ger kar d'ar c'hrenngembraeg "hebrwng".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial