Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A denn d'an diaoul, zo d'an diaoul. Ur galloud diaoulek. 2. (db. obererezhioù, soñjoù an dud) Dezhañ ar sioù a lakaer war gont an diaoul, an diaouled. Ur mennozh diaoulek a darzhas en e spered. Kemer a rae ur blijadur ziaoulek o heskinañ an dud. Oberoù diaoulek. HS. drouk, fall. & Dre zismeg Diroll. Orbidoù diaoulek. Dañsoù hag ebatoù diaoulek. & Dre skeud. Divuzul. Labour diaoulek a rae. HS. spontus. 3. (db. an ardivinkoù, an traoù) A hañval dont rag-eeun eus an Ifern. Hegazet e oa bet gant an trouz a raent gant o zouzerez diaoulek.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

diaoulek

1732
Daveenn : GReg pg diabolique

diaoulek

1850
Daveenn : GON.II pg diaoulek

Ho pezit truez, ma Doue, /ouzh ar paourkaezh Loeiz, hor roue, / Eñ priñs hael ar banniel gwenn-sin, / Da vezañ kredet reiñ e sin / Da embann seurt reizhadur fall, / Labour diaoulek dioded dall.

1960
Daveenn : PETO p16-17

A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed ; ha setu ma c'hoarvezas an dra euzhus : ar paotr, difrom, a varc'hellas korf ar plac'hig hag a lezas anezhi o krial war al leur. Da glevout n'eo netra, da welout e oa diaoulek avat.

2012
Daveenn : DJHMH p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial