Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo anezhañ hep mar ebet. Un dra diarvar eo kement-se. 2. (db. ar fedoù) Bezañ diarvar db. udb. : bezañ sur e c'hoarvezo pe ez eus c'hoarvezet un dra. Diarvar on diwar-benn kement-se. & Bezañ diarvar da ub. : bezañ sur. Diarvar e oa dezho ne zistrofe ket an enebourien. Diarvar e oa dezhañ edo kousket e vignon. 3. Bezañ diarvar eus e vuhez : bezañ e surentez. Gwellañ am boa d'ober a oa kempenn ur repu lec'h ma vefen diarvar eus ma buhez. HS. asur, sur.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

diarvar

1850
Daveenn : GON.II pg diarvar (Indubitable, dont on ne peut douter. Certain. Assuré. Irrécusable).

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Daveenn : SKET p.67-68

"diarvar" a. g.

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Certain, assuré".

Dentet eo dre un niver oufoù, dre vaeoù hir, moan ha troidellek, dre blegioù-mor diwallet-mat gant enezennoù ha begoù-douar e-leizh, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar.

1923
Daveenn : SKET p.94

diarvar

1924
Daveenn : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Sûr, certain, assuré".

Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !

1929
Daveenn : SVBV p11

diarvar

1931
Daveenn : VALL pg assuré

Goude ma ne vije ket diarvar an evezhiadennoù-se - ha n'int ket, e gwirionez - n'ez eus tra ebet evit bezañ, a priori, a-enep da seurt ledadoù-head kozh, o vezañ ma oa heñvel, emichañs, an hin a rene e-pad ar skornidigezhioù kentwürmek ouzh an hini a oa o ren e-pad ar skornidigezh würmek.

1943
Daveenn : TNKN p35

Em c'harg eo risklus an darbar / Ha kastizet 'vefen buan / ma ne sevenfen diarvar / Ma dleadoù gwitibunan.

1960
Daveenn : PETO p13

En e zoare divall, pennek ha diarvar ez ae war-raok, gant ar pennad labour-se evel gant ar re all.

1992
Daveenn : EAZB p. 108

Evel m'ho peus komprenet n'eo ket diarvar ar perzh-se [hini ar bazhvalan].

2015
Daveenn : DISENT p111

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial