Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. Na gemer ket kalz a breder, a evezh gant ar pezh a ra, gant ar pezh zo en-dro dezhañ. An dud displet ha dibalamour. HS. difoutre, digaz. & Trl. Yann dibalamour : personeladur an den difoutre. [1954] [...] ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh. 2. Goapaus. Ur mousc'hoarzh dibalamour a oa war o muzelloù. 3. Didruez. Te zo dibalamour evit da vitizhien. DHS. kalet. B. Dre ast. 1. Garv. Mezher fetis ha dibalamour. 2. Digempenn. Dilhad dibalamour. 3. (db. an dud) Diaes dezhañ fiñval. Reut e vezan ha dibalamour e-pad daou pe dri devezh da heul seurt labourioù. II. Adv. Fall. Ur bugel savet dibalamour. Labourat dibalamour.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Setu aze ho pugel dibalamour.

1732
Daveenn : GReg pg géniture (Voilà vôtre belle geniture, vôtre belle production.)

dibalamour

1909
Daveenn : BROU p. 223

Bet ’oan war roudoù Biz Kamm betek la Vera Kruz, laosket am boa va gwellañ korn-butun da gouezhañ en dour damdost d’an Douar Nevez, ur rannvro ma paouranteas enni meur a hini eus va c’herent an amzer gent ; hogen, en touiñ a rafen, na Biz Kamm, nag ar besketaerien-se, tanfoeltr hini anezho ne oa bet ken laouen ha me gant e stad war vourzh al listri-brezel, ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh.

1954
Daveenn : VAZA p.189-190

Ofis publik ar brezhoneg