Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an traoù) 1. N'en deus perc'henn ebet. An douaroù a oa chomet diberc'henn. 2. (db. an azezennoù, al lec'hioù) Diac'hub. Hag eñ d'azezañ ouzh un daol vihan diberc'henn. 3. (db. an traezoù) Na ra den ebet gantañ evit ar mare. Ar morzhol-se zo diberc'henn. II. Kozh (db. an dud) 1. Dre zismeg (db. ar maouezed) Hep gwaz ebet, dizimez. & Ur penn diberc'henn. 2. (db. ar vugale) Emzivad.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

diberc'henn

1850
Daveenn : GON.II pg diberc'hen (Qui n'a pas de maître, de propriétaire).

Mard eo diberc'henn, mirit eñ.

1850
Daveenn : GON.II pg diberc'hen (S'il est sans maître, gardez-le).

Menel a rejont gant o chatal war zouaroù fraost ha diberc’henn.

1923
Daveenn : SKET p.90

Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouaroù a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet, diberc’henn !

1924
Daveenn : SKET.II p.61-62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial