1. N'eo ket torr, zo en e bezh.
Didorr eo e izili.
2. Dre skeud.
Divoulc'h.
Ret eo mirout ar gredenn-se didorr : arabat cheñch an disterañ tra d'ar gredenn-se.
3. Na zeu ket da skuizhañ.
Ur vrec'h didorr.
4. N'eo ket skuizhus, aes.
Didorroc'h e vez atav d'al labourer. N'eo ket didorr an dornerezh.
&
(db. ar botoù)
Aes kerzhet ganto.
Ar botoù-mañ zo aesoc'h ha didorroc'h.
&
Trl.
Bezañ didorr war ub. : na gavout diaes, skuizhus.
Abalamour e kavont didorroc'h warnezho.
5. Dre ast.
Diskuizh.
[1878] Antronoz vintin e saved yac’h eus ar gwele, ar spered skañv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al Lun, ec’h en em roed adarre d’al labour ker kalonek ha biskoazh.
6. Didorrus.
Unvaniezh didorr Breizh ha Bro-C'hall.
Daveenn :
GON.II
pg didorr (Infatigable, qui ne peut être lassé par le travail, la fatigue. Non fatigué. C'est aussi le contraire de fatigant, lassant).
Un den didorr eo.
Eunn dén didorr eo.
1850
Daveenn :
GON.II
pg didorr (C'est un homme infatigable).
Didorr eo bet an dornerezh hevlene.
Didorr eo béd ann dournérez évléné.
1850
Daveenn :
GON.II
pg didorr (Le battage du blé n'a pas été fatigant cette année).
Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouzhpenn ma vag an den, [a] zegas dezhañ yec'hed Nerzh da herzel bemdez ouzh poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atav d'al labourer Evit d'an didalvez.
Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouspenn ma vag ann den, zigas d'ezhan iec'hed Nerz da herzel bemdez oc'h poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atao d'al labourer Evit d'ann didalvez.
1867
Daveenn :
MGK
p31
Antronoz vintin e saved yac’h eus ar gwele, ar spered skañv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al Lun, ec’h en em roed adarre d’al labour ker kalonek ha biskoazh.
Antronoz vintin e savet iac’h euz ar guele, ar spered skanv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al lun, ec’h en em roet adarre d’al labour ker kalounek ha biskoaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.174
Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.
Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-ze klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouz koumoul goanv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.
1923
Daveenn :
SKET
p.74
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutatis oc’h ober ur ged didorr war da diegezh, o skeiñ gant e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzhit, o lazhañ, o vreviñ, o voustrañ, o vougañ da holl enebourien !
Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutâtis oc’h ober eur ged didorr war da diegez, o skei gand e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko [glaskfe] noazout ouzit, o laza, o vrevi, o voustra, o vouga da holl enebourien !
1923
Daveenn :
SKET
p.84 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 84, lin. 13, e lec’h « neb a glasko » lenn « neb a glaskfe »").
Bez' e c'hell an draonienn-se bezañ war lec'hiadur ur frailhenn; anat eo avat ez eo bet, evel ar re all, neuziet gant ur stêr bennak, hini aber Konk-Leon sur a-walc'h; n'he divije ket ur frailhenn hepken roet un dinaou didorr evel ma 'z eus amañ.