Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Hep trabas. C'hwi zo didrabas ho spered. Ren ur vuhez sioul ha didrabas. Didrabasoc'h e vo evidon : nebeutoc'h a drabas am bo. HS. dibreder, dienkrez, dinec'h, disoursi. 2. Trl. Lezel, leuskel ub., udb. didrabas : na ober diaez dezhañ. Laosket e voent digastiz ha didrabas. Roma a voe lezet didrabas. 3. Trl. Mervel didrabas : mervel e peoc'h. E leuskel a ris da vervel didrabas. II. Adv. 1. Hep trabas. Brezhonekaat o anvioù a raent didrabas. 2. Hep bezañ nec'het. Didrabas bepred e verniont pinvidigezhioù. HS. dibreder, dienkrez, dinec'h, disoursi.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar feiz n’oa ket c’hoazh mouget e kalonoù an holl : barnerien Montroulez a chomas sebezet o lenn ul lizher ker kalonek hag a lezas, evit ur pennad, an Aotrou de la Marche e peoc’h. Chom a reas didrabas war-dro ur bloaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

didrabas

1909
Daveenn : BROU p. 223 (exempt de souci)

D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Rak-se 'ta ho pedan da leuskel, hepdale, / Ar person touer-mañ didrabas da vale.

1960
Daveenn : PETO p49

O reiñ frankiz da Varrabas, / Holl e vijemp bet didrabas.

1960
Daveenn : PETO p76

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial