Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. Hep enkrez. Piv a gredfe bezañ dienkrez e-kenver an dazont ? Ne oan ket bet dienkrez diwar he fenn. Bezit dienkrez diwar-benn ho mab. & Bezañ dienkrez eus e vuhez : na gaout peadra da gaout enkrez evit a sell e vuhez. Er vodenn-se e vije dienkrez eus e vuhez : er vodenn-se e vije e savete. 2. Adv. Hep enkreziñ. Dienkrez e tremenjont o bugaleaj hag o yaouankiz. HS. dianken, dibreder, didrabas, dinec'h, disoursi.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

dienkrez

1850
Daveenn : GON.II pg dieñkrez

dienkrez on bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg dieñkrez

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Daveenn : SKET p.48-49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial