1. Danvezenn zruz, gwenn he liv, a sav war-c'horre al laezh, hag a reer an amanenn diwarni.
Ur banne dienn. Ne zeue ket a zienn war laezh ar vuoc'h-se. Kaer en doa ober ne save ket an amanenn war an dienn.
&
Laezh dienn, laezh dre e zienn : gant e zienn.
ES. diennet.
2. Dre heveleb.
Meuz graet gant vioù ha laezh prl.
HS. koaven.
3. Termen a dalvez da sevel touelladennoù.
Sac'h an dienn, krediñ a ran gwelet ho tad p 'ho kwelan ! Setu aze ! pod an dienn ! debret eo ganit neuze 'ta ?