Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Fetis A. 1. N'eus netra landrammus warnañ, ennañ. Dieub eo an daol, al leur. 2. N'eo ket dalc'het, ereet, emañ e hed hag e led gantañ. Dieub eo ma daouarn. Dieub eo an dour da vont. B. (db. an dud) Bezañ dieub eus, diouzh udb. : bezañ bet an dizober anezhañ, bezañ echu gantañ. Bezañ dieub diouzh e labour. C. Dre ast. (db. parezed ar bronneged) Zo gwilioudet. Dieub eo ar gazeg. HS. diac'hub. D. Impl. da ak. Kaout an dieub eus udb. : dont a-benn d'en em zizober anezhañ. II. Difetis 1. (db. an dud) Zo e frankiz gantañ. Gwazed dieub. HS. frank. 2. (db. ar broioù) N'emañ ket dindan dalc'h, dindan galloud ur vro all. An darn dieub eus ar vro. HS. digabestr, dishual, frank. 3. Dre ast. (db. temz-spered an dud) N'eo dalc'het gant reolenn strizh ebet. Ur spered re zieub.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

dieub

1850
Daveenn : GON.II pg dieûb

dieub-bras eo bremañ

1850
Daveenn : GON.II pg dieûb

dieub

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXII

dieub a

1931
Daveenn : VALL pg affranchi (de, libre de)

Goude pemp eur e vezemp dieub, da vont da vale dre Wengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ?

1949
Daveenn : SIZH p.49

Petra 'vire ouzhin da chom / Dieub a-grenn diouzh tud Pariz / Ha stag bepred ouzh Iliz Rom, / An iliz santel a garis.

1960
Daveenn : PETO p34

Ha war-dro 10 eur 1/2 e voe ur youc'hadenn vras a levenez, ar garm "on a gagné" huchet gant meur a viliad tud pa voe klevet e oa lezet ar brizonidi da vont dieub er-maez.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial