Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. Fetis 1. Lemel diouzh, diwar udb. ar pezh en dalc'h, er golo, er stank. Dieubiñ ar pradeier diouzh o foenn. Dieubiñ an daol. 2. Tennañ ub. diouzh ar pezh en dalc'h. Un aezhennig o tont da roufennañ an dour zo tra-walc'h d'o dieubiñ diouzh ar strobinell-se. Dieubiñ ub. a-dre daouarn e enebourien. II. Difetis 1. Reiñ e frankiz da ub., tennañ ub. diouzh dalc'h ub. all. Dieubiñ prizonidi. 2. Reiñ e frankiz d'ur vro, he zennañ diouzh dalc'h ur vro all.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

dieubet

1732
Daveenn : GReg pg debarasser

dieubiñ

1732
Daveenn : GReg pg debarasser (ôter de dessus une table, une chambre, & c. ce qui y embarrasse, & y empêche la propreté)

ret eo dieubiñ an daol

1850
Daveenn : GON.II pg dieûbi

dieubiñ

1850
Daveenn : GON.II pg dieûbi

dieubet

1850
Daveenn : GON.II pg dieûbi

Un tad-kozh ez oa-eñ, leun a vadelezh, o dieube diouzh o c’horf aet teuc’h ha kozh, d’o gwiskañ en ur c’horf nevez, peurbadus ar yaouankted, ar gened hag an nerzh anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.70-71

dieubiñ

1923
Daveenn : SKET p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Délivrer".

Nemet, evurusoc’h eget meur a hini eus o diskennadezed war o lerc’h, e voent dieubet gant o [c’hen]vroiz nebeudik goude ma voent bet skrapet.

1923
Daveenn : SKET p.133

dieubiñ

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Débarrasser, délivrer".

Raktal distro da Wengamp, e voe dieubet ar soudarded bloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Ma fennadoù diwar-benn ar 'Chouannerie', a estlammen neuze outi, a dalvezas din gourc'hemennoù ur bern tudjentil miret ganto en o c'halon goanag ur burzhud bennak a zieubfe Breizh eus yev ar Republik.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

[...] daoust d'an noz, e chome bepred an dud da c'hortoz fin ar prosez ha da huchal "dieubit hor c'hamaladed".

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Er bloaz war-lerc'h e voe dilezet ar c'hreñv, hag e teuas ar mererezh d'en em ziazezañ e-kichen al lec'h ma oa bet savet keriadenn ar sklaved dieubet.

1985
Daveenn : DGBD p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial