Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. Hep evezh. Ur paotrig hedro ha dievezh. 2. Adv. Hep lakaat evezh. Kerzhet dievezh. & Tr. adv. DRE ZIEVEZH : hep lakaat evezh. Ober udb. dre zievezh. An dra-se a oa c'hoarvezet dre zievezh an dud e karg. HS. dievezhded.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

dievezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg inconsidéré, precipité

dre dievezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (par) mesgarde

Ned eo ket ker dievezh hag ober kement-se.

1732
Daveenn : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

dievezh

1732
Daveenn : GReg pg (au) dépourvu (à l'improviste, lorsque l'on n'est pas sur ses gardes)

Ned eo ket dievezh a-walc'h evit-se.

1732
Daveenn : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

dieveshañ

1732
Daveenn : GReg pg avise'

e dievezh

1732
Daveenn : GReg pg (de) but (en blanc, à l'étourdie)

kuzul dievezh

1732
Daveenn : GReg pg conseil (imprudent)

dievezh

1732
Daveenn : GReg pg avise' (mal-avisé, ée, inconsideré)

dieveshoc'h

1732
Daveenn : GReg pg avise'

dievezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diévez, diévézek

dievezh-bras eo evit e oad

1850
Daveenn : GON.II pg diévez, diévézek

ur plac'h dievezh eo

1850
Daveenn : GON.II pg diévez, diévézek

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Daveenn : MGK p14

Ur wech ma o doa klevet an hent da vont da Sant-A[l]bin, o doa klevet ar pezh a glaskent, ha ne voent ket dievezh a-walc’h evit disklêriañ da zen ar pezh a yoa en o spered, rak mar o divije lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-A[l]bin, dek den el lec’h unan a vije kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36-37

Ur gomz dievezh hepken a vije bet a-walc’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hozh "garde-koted", da zont da enezenn Rouzig, da lammet war ar gristenien vat ha d’o strinkañ e goueled ar mor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

"dievezh" [...] a. g.

1923
Daveenn : SKET p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Imprudent".

Ha, diouzh he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaouiñ dre gomzoù dievezh an emc’hloar en o c’halon.

1931
Daveenn : VALL p.39-40

dievezh

1931
Daveenn : VALL pg avisé

Berrboellik az kavan, dievezh ha sot, / Ma kredez 'ri atav digastiz da did.

1960
Daveenn : PETO p37

An hini a oa bet karget da brientiñ an traoù evit an droiad a ranke bezañ bet gwall zievezh ; boas e oa moarvat ouzh ar gont evit unan pe zaou ; met evit pevar den e-pad dek devezh e vez ezhomm ul lurig voued bennak.

1985
Daveenn : DGBD p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial