Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo douget da deuler evezh ouzh an traoù, da gemer preder gant an traoù. Un den evezhiek. DHS. aketus. & BEZAÑ EVEZHIEK WAR UDB., OUZH UDB. : teuler evezh outañ, kemer preder gantañ. Alies ne vezer ket evezhiek war ar poent-se. Ur vaouez evezhiek ouzh eürusted he ziegezh. 2. A vez war ziwall. & Trl. Bezañ evezhiek evel un naer : evezhiek-tre. HS. dievezh.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

evezhiek

1850
Daveenn : GON.II pg évésiek, évézek, évésiañt

n'eo ket evezhiek a-walc'h evit e oad

1850
Daveenn : GON.II pg évésiek, évézek

evezhek

1850
Daveenn : GON.II pg évézek

evezhiek

1924
Daveenn : SKET.II p.127 « Geriadurig », "Attentif, prudent (habituellement)".

evezhiek

1931
Daveenn : VALL attentif

Ouzhpenn-se e oa aketus-bras : kempenn e veze echuet pep tra gantañ ; da noz, pa baoueze, gant son an añjeluz evel en amzer gozh, e veze renket evezhiek e vinvioù gantañ, skubet al leur, lakaet ar bal en harp ouzh ar voger, ar sailh war he genoù e-kichen ar bal, eilpennet ar garrigell da virout na chomfe glav da gozhañ enni.

1992
Daveenn : EAZB p. 103

"Amañ eo e tle bezañ douaret," emezañ, evezhiek ouzh an trouz.

2012
Daveenn : DJHMH p. 74

Evezhiek-tre eo met ma laka en he fenn diserriñ he genoù e konto kalz traoù deoc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial