Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad evezhiañ. 2. Bomm lavar pe skrid a dalvez da sachañ evezh ub. war udb. resis. Ober un evezhiadenn. Lenn an evezhiadennoù e traoñ ur skrid.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskoù, an evezhiadennoù a rejont hag ar c’havadennoù a zeuas da heul.

1923
Daveenn : SKET p.53

"evezhiadenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(une) observation".

evezhiadenn

1931
Daveenn : VALL pg attention

Merket hon eus e daou pe dri arroud an evezhiadennoù en deus graet ; evit bezañ reizh, avat, ez eo war bep pajenn eo e rankfemp menegiñ e anv.

1943
Daveenn : TNKN p9

Ha pezh n'oa ket bet anzavet gant ar breur Arturo, kennebeut, re gizidik e elevez, a oa an evezhiadenn a luc'he, a-daolioù, en e spered, evel ma splamme, pa veze digoret ganti, mohera avelaouer Palmira (...).

1949
Daveenn : SIZH p.56

N'oc'h ket bet plijet gant pennad-mañ-pennad ? Kasit hoc'h evezhiadennoù deomp !

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.

1985
Daveenn : DGBD p71

Gwelloc'h e kavan chom hep ober evezhiadenn ebet rak, a-hend-all, ne vo ket pell a-raok keñveriañ Scotland Yard gant Katec'haki.

2015
Daveenn : EHPEA p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial