Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Reizh, hep fazi ebet e-keñver ar reolennoù. Ur gont difazi. HS. pervezh. 2. Direbech e-keñver reolennoù ar vuhezegezh, dh. ar vuhezegezh kristen. Ur vuhez difazi. DHS. dibec'hed. 3. Sur penn-da-benn. Kavout un doare difazi evit peurechuiñ. Doujet e oa abalamour d'e alioù difazi. II. Adv. 1. Hep ober fazioù, o toujañ d'ar reolennoù. Gouzout skrivañ difazi. Gouest eo da lenn difazi a-walc'h bremañ. 2. Diarvar, hep faziañ. Ne ouzon ket difazi a-walc'h pehini eo. Diskouez difazi an hent d'an dud. 3. Hep mankout. Ober difazi kement a vez gourc'hemennet d'an den. 4. Hep diaester ebet. Erruout difazi e penn e veaj. DHS. dibistig.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

difazi

1732
Daveenn : GReg pg correct (ecte, qui n'a point de fautes)

e difazi

1732
Daveenn : GReg pg correctement

difazi eo e kement a ra

1850
Daveenn : GON.II.HV pg difazi

difazi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg difazi

O ren a raint dre ar bed, difazi, dideuk ha digouezh, en doare ma renint o c’hezeg dre an tachennoù-emgann.

1923
Daveenn : SKET p.138

Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.

1923
Daveenn : SKET p.49

Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.

1923
Daveenn : SKET p.80

difazi

1931
Daveenn : VALL pg (sans) a-coup (sans manquement)

Met setu deuet an eur ma tlean, war an tomm, / D'ar re a ren ar Vro reiñ difazi d'anaout / Ha stag e fell deoc'h chom bepred ouz eskob Rom / Pe sentiñ ouz an urzh. Ho respont 'rankan kaout.

1960
Daveenn : PETO p15

Ret e vo gortoz c'hoazh un nebeud mat a vloavezhioù a-barzh gellout barn difazi.

1985
Daveenn : DGBD p173

Ret e vo dit bezañ difazi ha direbech neuze, betek ma vo echu mare an herouezadurioù.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...

2016
Daveenn : ILIAS p. 4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial