Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. 1. Soñj direizh a laka da wir ar pezh zo faos pe ar c'hontrol. Ur fazi bras, ur mell, ur pezh fazi. HS. touell. 2. Ober direizh pe zizampart a zegas kerse d'an-unan pe d'ar re all alies. Ur fazi e oa lavaret da soñj dirak an den-se. Goleiñ, anzav e fazioù. Kaout un digarez d'e fazioù. 3. Ent strizh Diouer a zoujañs da reolennoù ar vuhezegezh, dreist-holl d'ar vuhezegezh kristen. Goulenn pardon eus e fazioù. HS. droug, faot, gwall, mank, pec'hed. B. 1. Tra faos a bella diouzh ur patrom, ur reolenn. Reizhañ ar fazioù. Ur fazi moullañ. Ur fazi distagadur, kemmadur, yezhadur. Ober fazioù yezh. Ur fazi bennak a gave atav e kement tra a lenne. 2. Tra faos, elfenn diwir en oberiadennoù zo. Ur fazi jediñ. Fazioù zo er c'hontoù : n'int ket reizh. II. H.g. Ober fazius. Fazi e vefe soñjal an dra-se rak faos eo penn-da-benn. Ober udb. dre fazi. Arabat krediñ eo renket hor c'hudennoù, fazi e vefe.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

fazi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg erreur, faute, peché

abeg da fazi

1732
Daveenn : GReg pg achoppement

fazi

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg abus, bevue (faute grossiere), égarement (erreur en fait de chemin), égarement (erreur, en fait de doctrine), equivoque (bevûë, méprise), erreur (faute, méprise, vision), faillitte (banqueroute sans fraude, & par impuissance), faute (manquement à son devoir, erreur)

fazioù

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg abus, bevue (faute grossiere), égarement (erreur, en fait de doctrine), erreur (faute, méprise, vision), faute (manquement à son devoir, erreur)

hep fazi

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes), correctement, correct (ecte, qui n'a point de fautes)

hep ket a fazi

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes)

hep fazi ebet

1732
Daveenn : GReg pg certainement (certes)

ober ur faot, ur fazi

1732
Daveenn : GReg pg commettre, (faire une faute)

fazi a spered

1732
Daveenn : GReg pg égarement (d'esprit)

ur gwall fazi

1732
Daveenn : GReg pg (une fâcheuse) équivoque

fazioù da gorrijañ

1732
Daveenn : GReg pg errata (terme d'imprimeur)

bezañ e fazi

1732
Daveenn : GReg pg (être dans l') erreur

tennañ ur re eus e falskredenn

1732
Daveenn : GReg pg (tirer de l') erreur

ober fazi

1732
Daveenn : GReg pg (faire) faillite

fazi hoc'h eus bet

1732
Daveenn : GReg pg (vous avez fait là une) faute

Ker stank eo ar fazioù e-barzh el levr-mañ e-c'hiz ar merien en ur grugell.

1732
Daveenn : GReg pg fourmiller (Ce livre fourmille d'erreurs.)

fazi ostinet er feiz

1732
Daveenn : GReg pg heresie

fazioù ostinet er feiz

1732
Daveenn : GReg pg heresie (p.)

dre fazi eo em eus e lavaret

1850
Daveenn : GON.II pg fazi

ur fazi eo ha n'eus truez ebet evitañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fazi

fazioù amzer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fazi-amzer (Anachronisme, erreur de date ; faute contre la chronologie, p.)

fazi amzer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fazi-amzer (Anachronisme, erreur de date ; faute contre la chronologie)

ur fazi disyoulus eo

1850
Daveenn : GON.II pg disyouluz

fazi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fai, fazi

fazi

1850
Daveenn : GON.II pg fai, fazi

fazioù

1850
Daveenn : GON.II pg fazi

bras eo ho fazi

1850
Daveenn : GON.II pg fazi

hep neb fazi eo bet graet gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg fazi

Ar C'hrouer galloudek a ouie petra rae, war e skoaz da bep den pa daolas ur bisac'h; er c'hodell zo a-dreñv, e walldechoù da vec'h, hag er c'hodell a-raok, holl fazioù e hentez, da zerc'hel anezhañ war e zivlez kompez.

1867
Daveenn : MGK p12

Evel-se a c'hoarvez, ar re furañ eo a vez tizhet gwellañ gant ar merc'hed, evit deskiñ dezho n'en deus den na fazi.

1867
Daveenn : MGK p60

« An hini gemerfen garfe, diouzh he fazi, / E rafen-me pep tra. / Va bennozh-me dezhi ! »

1867
Daveenn : MGK p66

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Daveenn : MGK p12

Ne c’hellit gouzañv beleien / A zo katolik ha romen, / Pa na deuont da gaout mat / Ho le hag ho fazi, timat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.103

C’hwi a neveza ar gloazioù / A Jezuz-Krist dre ho fazioù, / Kel lies ma sakramantit, / Ha ma rit karg beleg ebet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104-105

Mes me, ho mestr, a rank sellet a-bell ha diwall a bep tu ; me a rank bezañ atav war evezh, rak, dirak Doue, me a zo karget ac’hanoc’h, hag e vezo ret din rentañ kont dezhañ eus ho puhez, mar ho lakaan, dre va fazi, war-var d’he c’holl.

1878
Daveenn : EKG.II p.105

Diwall ar skrivour anezhañ ouzh pep fazi, ouzh pep treuzlevezon, ouzh pep strobinell ; diwall ar skrid ouzh pep koll, ouzh pep gwall, ouzh pep drast !

1923
Daveenn : SKET p.83

An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

E fazi estreget unan / A zo kouezhet ha ma-unan / Ma 'z on, siwazh, bet touellet, / N'oan mennet da noazout ouzh den, / Rak ur seurt tra ' vezen war gren.

1960
Daveenn : PETO p74-75

Salokras, aotrou, din ne fell / E gwall fazi ho leuskel pell.

1960
Daveenn : PETO p75

Ma ne vije ket bet graet ar fazi-se, 'm eus aon e vije bet padet kalz pelloc'h ar brezel evidon eget n'en deus bet graet.

1985
Daveenn : DGBD p198

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

2015
Daveenn : EHPEA p67

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Abalamour ma ne reomp ket fazi ebet ez eo marteze an enebourien hag a zo vont da faziañ, hag evel-se diskouez o dremm gwir a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial