Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Ober fazioù. Reizhañ ar re a fazi. Aes-tre eo faziañ pa ne labourer ket gant an dielloù rekis. 2. Soñjal udb. direizh, na vezañ ar wirionez gantañ. Faziañ a-vras, faziañ bras, faziañ mat. [1878] C’hwi a gav deoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Nec’h, marteze e faziit. & Na faziañ ger : na faziañ tamm. Faziañ a rit mar soñjit an dra-se. Faziet e oan war ar poent-mañ. Faziañ diwar ar wirionez. 3. Trl. Faziañ war an hent : bezañ war an hent fall. [1878] [...] kelennit-eñ e ken kaz ma teufe da faziañ war e hent [...]. & Ent krenn Faziañ a rejont e-kreiz ar gêr vras-se dianav dezho. 4. KOZH Pec'hiñ. & Ent strizh (db. ar merc'hed dh.) Kaout darempredoù rev, hep bezañ euredet. HS. mankout. B. 1. (rener : anv tra) Faziañ da ub. : ober diouer dezhañ. N'eo ket an nerzh a fazie dezhañ. Div eur bennak a fazi dezhañ evit echuiñ e zanevell. & Ent krenn Ne fazio ket ar bara. HS. mankout. & Rouez, trl. Faziañ d'ub. : mont da fall, kinnig semplañ. Dont a ra e galon da fazian dezhañ. 2. (rener : anv tud) Faziañ da udb. : mankout d'an dra-se. N'int ket faziet d'o dever : sevenet o deus o dever. Mar faziont d'o dever, o leziregezh eo a vo kablus. II. V.k.e. Dleout. Pegement a fazian dit ? Me a fazi dezhañ kant lur. HS. mankout. III. V. rag. EN EM FAZIAÑ. ROUEZ [1878] N’oan ket en em faziet, e Kerc’hoenner eo o doa lakaet an tan.

Skouerioù istorel : 
57
Kuzhat roll ar skouerioù

faziañ

1499
Daveenn : LVBCA p76 (c-est varier a aler foruoyer)

faziañ

1499
Daveenn : LVBCA p76 (foruoyer)

9. Neuze ar roue a lavaras dezhi [: «] Mard eo gwir evel maz leverez, ar bed-holl a fazi hag a zo en error, ha te hepmuiken a lavar hag ah eus an wirionez[. »]

1576
Daveenn : Cath p9-10

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1622
Daveenn : Do. p16

faziañ war an hent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s'esgarer du) chemin, deuoier, fouruoyer

faziañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ne faire son) deuoir, errer, faillir

M. Leveret ar re [an euvroù a drugarez] spirituel? [D.] Kelenn ar re ignorant, / Korrijañ ar re a fazi, / Reiñ kuzul mat d'ar re o deus ezhomm, / Koñsoliñ ar re dezolet, / Dougen patiamant an injurioù, / Pardoniñ an ofañsoù, / Pidiñ evit ar re vev hag ar re varv, hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ.

1677
Daveenn : GReg p33

M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1677
Daveenn : Do. p17

faziet dre diouiziegezh

1732
Daveenn : GReg pg (faire un pas de) clerc

faziiñ

1732
Daveenn : GReg pg égarer (perdre une chose pour un temps), (s') égarer (sur le chemin), errer (se tromper, manquer, être dans l'erreur), faillir (faire des fautes, manquer à son devoir)

faziet em eus ma alc'hwez

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai) égaré (ma clef)

lakaat ur re da faziañ war an hent, da saouzaniñ war an hent

1732
Daveenn : GReg pg (faire) égarer (quelqu'un sur le chemin, le devoyer)

faziañ er feiz

1732
Daveenn : GReg pg (s') égarer (en matiere de Foi), (tomber dans l') erreur

faziet am eus, siwazh din !

1732
Daveenn : GReg pg (helas ! j'ai) failli

hon breudeur keizh faziet

1732
Daveenn : GReg pg (nos pauvres freres) errans (parlant des heretiques)

faziañ

1732
Daveenn : GReg pg errer (se tromper, manquer, être dans l'erreur. Treg.)

hon breudeur paour faziet war an hent mat

1732
Daveenn : GReg pg (nos pauvres freres) errans (parlant des heretiques)

lakaat da faziañ

1732
Daveenn : GReg pg (jetter dans l') erreur

fari, fariiñ

1732
Daveenn : GReg pg faillir (faire des fautes, manquer à son devoir)

faziañ hoc'h eus graet

1732
Daveenn : GReg pg (vous avez fait là une) faute

sujet da faziañ, da vankout

1732
Daveenn : GReg pg fautif (sujet à faire des fautes)

faziañ

1732
Daveenn : GReg pg (de) blouser (de méprendre), broncher (manquer), commettre (faire une faute), delinquer, (manquer à son) devoir, (s') équivoquer (se méprendre), errer (se tromper, manquer, être dans l'erreur), faillir (faire des fautes, manquer à son devoir), (faire) faillite

faziet

1732
Daveenn : GReg pg (de) blouser (de méprendre), broncher (manquer), commettre, delinquer, (manquer à son) devoir, égarer (perdre une chose pour un temps), errer (se tromper, manquer, être dans l'erreur), faillir (faire des fautes, manquer à son devoir), (faire) faillite

faziañ war an hent

1732
Daveenn : GReg pg (s'égarer sur le) chemin

faziañ dre diouiziegezh

1732
Daveenn : GReg pg (faire un pas de) clerc

faziañ

1850
Daveenn : GON.II pg faieinn, fallout, fellout, fazia (errer. s'égarer. se tromper. manquer, tomber en faute. faillir. délinquer. se méprendre), feller

faziiñ

1850
Daveenn : GON.II pg faiein (voyez "fazia"), fazia (errer. s'égarer. se tromper. manquer, tomber en faute. faillir. délinquer. se méprendre. En Vannes, faiein).

faziet

1850
Daveenn : GON.II pg fazia (errer. s'égarer. se tromper. manquer, tomber en faute. faillir. délinquer. se méprendre. Part.)

Na c'hellit ket faziañ war an hent.

1850
Daveenn : GON.II pg fazia (vous ne pouvez pas vous égarer sur le chemin).

Eeunañ a reer neb a fazi.

1850
Daveenn : GON.II pg fazia (on châtie celui qui manque).

faziañ

1850
Daveenn : GON.II pg fazia (errer. s'égarer. se tromper. manquer, tomber en faute. faillir. délinquer. se méprendre. En Corn., faia).

Ar barner lavare c'heller, a-dreuz, a-hed, / Barn daou zen zo fallakr, hep faziañ tamm ebet.

1867
Daveenn : MGK p37

Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.

1867
Daveenn : MGK p80

Soñjal a rae dezho ne badje ket pell ar gwall draoù-se ; kaout a rae dezho e vije a-barzh nebeut skubet an dud fall-se diwar an douar, evel ma kas an avel da netra ar c’houmoul a laka a-wechoù du an oabl. Faziañ a raent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.237

Faziañ a c’helle koulskoude, rak siwazh ! lod eus a dud hor bro, nebeut mar kirit, lod evelato eus a dud hor bro a yoa aet a-du gant an dispac’herien.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

N’oan ket en em faziet, e Kerc’hoenner eo o doa lakaet an tan.

1878
Daveenn : EKG.II p.30

Va c’hoar, plijet ganeoc’h va selaou. En un amzer all, birviken n’em bije lavaret deoc’h kement-mañ ; fenoz e rankan er lavaret : n'eo ket evit ho klemm nag evit ho tamall, na kennebeut evit ho tiskar e giz ebet eo er lavaran. C’hwi a gav deoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Nec’h, marteze e faziit.

1878
Daveenn : EKG.II p.257-258

Eveshait ivez ‘ta ho preur, kelennit-eñ e ken kaz ma teufe da faziañ war e hent ; skiant ha deskadurezh a-walc’h hoc’h eus evit-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.170

Er selledoù ouzh ar ragistorvezh hag ar yezhoniezh eo e fazi peurliesañ ar skridoù savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feurioù all.

1924
Daveenn : SKET.II p.30, Notennoù

Faziañ a rez, eme Artaios ; kelennet fall ez out bet, sklêrijennet a-dreuz, touellet gant da vistri.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

Paourkaezh Bilzig ! Rak n’eo ket ar boan deoc’h faziañ. Bilzig a anaveze mat an holl speurennoù savet entre ur paourkaezh mous ha merc’h an aotrou kont.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Rak-se 'ta, paotr e ziweuz klemmus ne fazie morse da zont, pa gave an tu, d'hor gweladenniñ d'hon amdor.

1929
Daveenn : SVBV p7

faziañ

1931
Daveenn : VALL pg broncher (au fig.)

Chomet eo an tren en e sav. Ar C’hernevad a glask ar wetur kentañ-klas, hag a zo o vont da bignat enni, pa zired eur c’homis ‘drek e gein : « Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas.[…] ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Mes soñjal a rae diouzhtu e oa faziet. Piv eta a vije deuet di, d’ar mare-se eus an noz ? Den ebet.

1944
Daveenn : ATST p.50

Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...

1949
Daveenn : SIZH p.60

Faziañ a ra an den fur seizh gwech bemdez.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Lazher laosk, eus an digarañ, / Rak dit ivez neb ' ro bara / Ne fazior da ziskarañ.

1960
Daveenn : PETO p40

Din e fazi oferennoù, / Keuz ha glac'har ha pedennoù, / N'eo ket fistilh kozh strouilhenned !

1960
Daveenn : PETO p65

Ganti, 'n abeg d'am zorfejoù, / Blaz morc'hedus ma fec'hejoù / Ne fazio ket da vezañ.

1960
Daveenn : PETO p63

"Selaouit 'ta", a lavaras din un deiz, pa oa o pouezañ din ma zamm bistek, hep tennañ he daoulagad diwar ar garrezenn e-lec'h ma oa merket ar briz, ha me ne dennen ket ma daoulagad ivez diwar al lec'h ma tlee ar briz en em ziskouez, gwelloc'h pevar lagad eget daou evit bezañ sur na vo ket faziet eus ur gwenneg bennak, "selaouit 'ta, klañv eo gwreg hoc'h amezeg ?"

1992
Daveenn : EAZB p.117

N'eus ket tu da faziañ, drouiz on, aprouet ha tout, evel m'eo Doue doue.

1992
Daveenn : EAZB p.126

A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.

2015
Daveenn : DISENT p146

N'emaon ket en gortoz ma teuy tra esmaeüs ebet diwar se ha n'on ket faziet.

2015
Daveenn : EHPEA p36

N'omp ket evit lavarout ne vo ket, keit ha ma vo ar muntrer o vale en e frankiz. Met gant pep muntr e kresk e emfiziañs, a c'heller krediñ. Ar pezh a c'hell lakaat anezhañ da faziañ diremed.

2015
Daveenn : EHPEA p160

Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.

2015
Daveenn : DISENT p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial