Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) Reizhañ. Difaziañ poelladennoù ar skolidi. Difaziañ yezh e vugale. DHS. c'hwennat. B. (db. an dud) 1. Lakaat da vezañ direbech, difazi e-keñver buhezegezh. Difaziañ ar re zo douget d'o zechoù fall. 2. Diskouez, displegañ e fazi(où) da ub. hag, alese, e lakaat war hent ar wirionez. Mar kredit an dra-se eo ret din ho tifaziañ. Difaziet on bet gantañ. II. V.g. (er relijion gristen) Dont da vezañ direbech, difazi a-fet buhezegezh. Ar bec'herien-se a c'hoanta difaziañ ha distreiñ war an hent mat.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

difaziañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diffazia

difaziañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg corriger, reprendre

difaziañ dre gaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reprendre (quelqu'vn doucement d'vne faute)

difaziañ

1699
Daveenn : Har. pg difaziañ (reprendre, corriger)

difaziiñ

1732
Daveenn : GReg pg desabuser (tirer de l'erreur), detromper

difaziañ

1732
Daveenn : GReg pg corriger (rendre correcte, ôter les fautes), desabuser (tirer de l'erreur), detromper

difaziet

1732
Daveenn : GReg pg corriger (rendre correcte, ôter les fautes), deciller, desabuser (tirer de l'erreur), detromper

a c'haller da zifaziañ, da gorrijañ, da gelenn

1732
Daveenn : GReg pg corrigible (qui peut se corriger)

difaziañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg deciller (les yeux à quelqu'un, le détromper), (tirer de l') erreur

difaziañ ur re

1732
Daveenn : GReg pg deciller (les yeux à quelqu'un, le détromper)

Va difaziet en deus dre gaer.

1850
Daveenn : GON.II pg difazia (Il m'a corrigé, repris avec douceur).

difaziañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg difazia (Corriger, ôter un défaut. Effacer les fautes. Reprendre. - Censurer. HV. Retirer de l'erreur, de l'égarement. Détromper. Désabuser).

difaziet

1850
Daveenn : GON.II pg difazia (Corriger, ôter un défaut. Effacer les fautes. Reprendre. - Censurer. HV. Retirer de l'erreur, de l'égarement. Détromper. Désabuser. Part.)

Ne'm eus ket gellet e zifaziañ.

1850
Daveenn : GON.II pg difazia (Je n'ai pas pu le désabuser).

Difaziit Ha lennit e marvailh An div goulm (seitekvet eneben), an teir werz : c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet, evel m'emañ int amañ…

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIV

Etimologiezh

Termen savet gant ar rakger "di-", an anv-kadarn "fazi" hag an dibenn-verb "-añ".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial