Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...
Tra difennet ouzhin, n'eus forzh penaos.
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Er Havana e kavjomp an Itron Thierry, gwreg an admiral, deut davet he fried hag e felle dezhi chom da vevañ war vourzh gant he den : un dra difennet-groñs evel-just war al listri-brezel, met houmañ a oa merc’h ar senedour Thompson, Ministr ar Verdeadurezh-Stad abaoe ur pennad brav, ha dre-se kalz hiroc’h e oa e vrec’h eget e vañch.
Diwar c’hourc’hemenn an admiral e voe difennet ober war vourzh an disterañ trouz ; den ne grede ken na kanañ, na c’hoarzhin, na divizout a vouezh uhel.
Mar deo difennet bremañ gwerzhañ hini kreñv d'ar vorianed, ne oa ket moarvat marc'hadourien sklaved an amzer wechall ken sellus-se.
Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...
Kaer he doa displegañ dezhañ e oa difennet degemer tra ebet digantañ, hennezh ne rae ken 'met c'hoarzhin, ha diskenn unan dezhi, ha chom a rae ar werennad divoulc'h war an daol.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
difennour