Pellgargañ ar gerioù kar a-ziforc'h diforc'hiñ forc'h gwallziforc'h
diforc'h
Hemañ a c'hoarie un dra bennak gant e c'har, hag o vezañ ma'z oa ivez Jakez e anv badez, pa veze ezhomm d'ober un diforc'h etrezo o-daou, em c'herentiezh hag ivez er barrez a-bezh, e veze graet diouto Jakez Vras ha Jakez Vihan, hag aliesoc'h c'hoazh Biz Kamm ha Gargamm.
Hag adarre koadoù sapr ha bezv, bezv ha sapr hep an disterañ diforc’h kenetrezo, ur stêrig o treiñ da vezañ ur palud, hag al leton c’hoazh ha c’hoazh, geot, va Salver binniget, geot ha geot o krazañ…
O servij an denelezh a-bezh emaon hep diforc'h a ouenn, a vroad, a relijion, a skiant-bevañ [sic].
Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.
D'ar c'houlz-se [er bloavezhioù 1930] e oa krog ar republik da sevel ar fichennoù, an diforc'hioù hag ar c'hampoù zoken hag a roas an tu da Vichy da gas e bolitikerezh deportiñ da benn goude-se.