Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. Rannañ. Diforc'het eo bet ar gambr e div. 2. Lakaat kemm etre traoù zo, etre tud zo. Start eo diforc'hiñ an eil diouzh egile. 3. Dibab. Me 'ziforc'ho daou pe dri evit reiñ d'ar c'hentañ paour a gavin. Diforc'het e voe gant ar bobl da vezañ pab. 4. Lakaat termen da vrazezded ur barez kent he amzer. Dav e oa bet diforc'hiñ ar vuoc'h. B. V.k.d. (db. ar maouezed) Diforc'hiñ diwar vugale, diouzh ur bugel : koll he bugel kent termen reizh ar gwilioud. & Ent strizh Lakaat termen d'he brazezded diwar ziviz. II. V.g. 1. Terriñ e zimeziñ, kuitaat an hini a vever gantañ. Diforc'het eo an daou bried. HS. dispartiañ. 2. (db. ar parezed) Koll he bugel, he hini bihan. Ma buoc'h zo diforc'het. III. V. em. En em ziforc'hiñ diouzh udb., ub. : en em zizober anezhañ.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

diforc'h

1499
Daveenn : LVBCA p57 (despartir, departir)

diforc'h diouzh ur c'hrouadur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg difforc'h (diouz vr c'hrouadur)

diforc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg auorter

lakaet da ziforc'h

1732
Daveenn : GReg pg avorter

diforc'h diwar bugale

1732
Daveenn : GReg pg avorter (fausse couche)

diforc'het diwar bugale

1732
Daveenn : GReg pg avorter

lakaat da diforc'h

1732
Daveenn : GReg pg avorter (faire avorter)

diforc'h

1732
Daveenn : GReg pg avorter (avorter, parlant d'une bête), diviser (partager, separer en plusieurs parties)

diforc'het

1732
Daveenn : GReg pg avorter, (faire de fausses) couche, defigurer (gâter la forme, les traits, &c.), diviser (partager, separer en plusieurs parties), forme (Perdre sa forme, pp.)

diforc'hiñ

1732
Daveenn : GReg pg (faire de fausses) couches, forme (PErdre sa forme, Van.)

diforc'h

1732
Daveenn : GReg pg defigurer (gâter la forme, les traits, &c.), forme (Perdre sa forme.)

an aotrou Doue, eme ar skritur sakr, a ziforc'has, a zispartias, an dour a zo dreist an oabl steredet, diouzh an hini zo war an douar

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu) divisa (les eaux des eaux, dit l'Ecriture)

gwreg diforc'het diwar bugale

1732
Daveenn : GReg pg femme (qui a fait une fausse couche)

diforc'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'ha (Avorter, accoucher avant terme ; il se dit plus particulièrement en parlant des animaux. De plus, dissoudre, décomposer).

diforc'h

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'ha et diforc'h (Avorter, accoucher avant terme ; il se dit plus particulièrement en parlant des animaux. De plus, dissoudre, décomposer).

diforc'het

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'hañ et diforc'h (Avorter, accoucher avant terme ; il se dit plus particulièrement en parlant des animaux. De plus, dissoudre, décomposer. Part.)

Diforc'het eo ar vuoc'h zu.

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'ha et diforc'h (La vache noire a avorté).

diforc'hiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'hein (Discerner. Distinguer).

diforc'het

1850
Daveenn : GON.II pg diforc'hein (Discerner. Distinguer. Part.)

Lagad an Deiz o vervel a denne davetañ an den marv. A-vec’h ma c’helle Vindosetlos diforc’hañ an eil diouzh egile.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

diforc'h diwar vugale

1931
Daveenn : VALL pg avorter

Ar pezh a zo o tiforc'h ar muiañ barroù arnev ar broioù-se diouzh re hor bro eo e vez kalz muioc'h a gurun, hag e tarzh kalz muioc'h al luc'hed etre ar c'houmoul eget ne ra dre amañ ma weler alies a-walc'h reoù o tarzhañ etre ar c'houmoul hag an douar.

1985
Daveenn : DGBD p17

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo "diforc'hein" ur ger eus Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial