difretet
Kerkent all e stage al lonker da c’haloupat ha da zifretañ gant e zivrec’h marmouz en ur veogal didruez : « Kanaam ! Kanaam !... Kanaaaam ! » hag ar paour kaezh plac’h da redek ken ma c’hoarzhe an diaoul ouzh he zreid.
Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.
Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !
Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.
Pa weljont moarvat ar mor o krizañ, pa skoas warno an dourbil[h], pa grogas ar bagoù da vrañsellat, e krogas ar baotred faro da c'harmiñ ha da nec'hiñ ha ken hegaset e voe Marceau ganto, ma reas distagañ ar vag pilprenn hag a oa bet staget ouzh ar binasenn evit distreiñ buanoc'h da glask goudor ; lezet e voent neuze d'en em zifretañ en doare a garjent.
Petra am eus soñjet-me, er c'hontrol eus an holl dud, o deus en em zifretet en un doare bennak all
Trumm ne chomas nemet ur ruban moan, ul linenn wer daskrenus, evel un naer o tifretañ diroll en oabl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
difreterezh