Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (dirak un av.) EN AMBOAZ, WAR AN AMBOAZ. 1. [2015] Gant ar mennad. Kant tri bag a yeas e-barzh ar Gwilen, en amboaz ober o freizh eus manati Redon. Ret eo d'ar strollad bezañ anavezet ; war an amboaz-se e tarnaouer traktoù e kêr. [2015] Mont a ran tre e'm burev en ur dreiñ ma spered, en amboaz lakaat urzh e'm soñjoù. 2. Gant ar spi. War an amboaz ho kwelet yac'h ez eo ez an en hent. Degas a ran deoc'h ur mousig zo e zezev deskiñ ar c'han en amboaz bezañ kurust. II. Trl. (dirak un ak.) EN AMBOAZ EUS (UDB.) : a-benn udb., o welet (udb.) en a-raok. Anat eo n'en deus ket an embanner lavaret ya dre ma oa a-du gant ar gaoz, met en amboaz eus ar gwerzhañ.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Mont a ran tre e'm burev en ur dreiñ ma spered, en amboaz lakaat urzh e'm soñjoù ha sevel ur steuñv ober met difoupañ a ra Koula dirazon.

2015
Daveenn : EHPEA p361

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial