Furm eus ar verb endevout er c'hentañ gour unan en amzer-da-zont.
[1331] Henri Boseg a lavar, mar kar Doue, me am bezo avantur vat ha kaer.
[1350] Panezenn ha surugenn am bezo da verenn
[1732] Me am bezo. [1732] Me am bezo kig, pe groc'hen eus an afer-se.
[1850] Ar bravañ am bezo. [1850] Bec'h am bezo oc'h e frealziñ. [1850] Kalz devezhourien am bezo warc'hoazh.
[1867] Neuze e lavaras : "Daoust ma'z eo diwezhat, / 'Vel ar re all a rin ; bez' am bezo torad."
[1874] Hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn.
[1985] Glas ar vro ken e oa glas, ha goloet a balmez, ar palmez eoul-se am bo amzer da ober anaoudegezh welloc'h ganto e-pad ar mizioù da heul. [1985] Ur gêr hep bezañ c'hoazh ur gêr wirion hag hep bezañ ken ur gêrig evel ar re am bo tu da welout en ur vont pelloc'h gant ma zroiad.