Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an traoù) Bet kempennet fall ; n'eo ket urzhiet-mat, aozet-mat, h.a. Pavez digempenn ar pont. Nadozioù a fazie din hag e chome ma dilhad digempenn ha toull. Mantret e voen o welet un ti ken digempenn. 2. (db. an dud) Diroll o doare bevañ. Evel-se ez erru gant ar merc'hed digempenn. II. Adv. En un doare n'eo ket kempenn. Koant ha brav eo, met gwisket digempenn ha lous. III. Impl. da ak. Stad udb. n'eo ket kempenn. Na vezit ket chalet gant an digempenn zo en ho maner. HS. diskempenn. ES. kempenn.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

hailhon digempenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mal autru

digempenn eo ar personaj-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme n'est pas) corrigible

Digempenn-bras eo an den yaouank se.

1850
Daveenn : GON.II pg digempenn (Ce jeune homme est fort dérangé).

Ar pezh a rit aze a zo digempenn.

1850
Daveenn : GON.II pg digempenn (Ce que vous faites là est indécent, est malséant).

Un doare-skrivañ digempenn en deus.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg doaré-skrîva (Il a un style simple).

digempenn

1850
Daveenn : GON.II pg digempenn (Dérangé, qui n'est pas en ordre ou qui n'a pas d'ordre. Déréglé. Malpropre. Malséant. Indécent), iñkruzun

Rak n’eus mann hag a heugfe gwashoc’h outañ an doueed eget an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.

1923
Daveenn : SKET p.63

Braouac’het-holl, o krenañ gant an efreizh, strebotus ha trabidellus, e tec’hont kuit digempenn hag e redont en-dro d’o ribouloù kuzh.

1923
Daveenn : SKET p.116

"digempenn" a. g.

1923
Daveenn : SKET p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Sans ordre, sans soin."

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial