Pell-pell eus an douar e oamp ’ta, en derc’hent deiz kentañ bloaz, ha dre-se ne gleved war vourzh ar C’hleber – hag emichañs war ar Paskal - nemet milmallozh [sic, mil mallozh] ha hirvoud e-keit ma veze hor c’hanfarded o vont hag o tont a-hed hag a-dreuz ar pont ken laouen, din da welout, ha kezeg digerc’h.