I. Doar./Stn.
1. (db. an dud)
Kriz da vat ouzh an nesañ.
Digernez a-walc'h e voe evit e beurgas a daolioù morzhol. Ur roue digernez. Ar vugale a zo digernez-tre e-keñver o zud pa vezont kozh. Digernez e oa outañ e-unan.
&
Dre skeud. (db. al loened)
Dindan skilfoù ul loen digernez.
HS. didruez, didrugar, garv, kalet, start.
2. Ur vuhez digernez : ur vuhez dizamant.
3. (db. an traoù)
Euzhus.
Ur fest digernez graet gant gouezidi.
II. Adv.
Hep damantiñ.
Poaniañ digernez.
HS. dizamant.