Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. N'eo ket kompez. Un hent digompez. Digompesoc'h eo ar vro amañ. 2. Adv. En un doare n'eo ket kompez. Ar vein a ruilhe zo berniet digompez du-mañ ha du-hont. & Dre skeud. Ken digompez ez a an traoù ! ES. plaen.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

ar c'han digompez

1732
Daveenn : GReg pg chant (musical)

bro digompez

1732
Daveenn : GReg pg (païs inégal, plein de) bosse(s, de collines)

Digompez eo ar vro-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg digompez (Ce pays est raboteux).

digompez

1850
Daveenn : GON.II pg digompez (Inégal, qui n'est pas uni. Raboteux).

Digompez eo al leur.

1850
Daveenn : GON.II pg digompez (L'aire est inégale, n'est pas unie).

Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ.

1929
Daveenn : SVBV p11

diskompez

1931
Daveenn : VALL pg baroque

digompez

1931
Daveenn : VALL pg accidenté (terrain), asymétrique

Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed.

1944
Daveenn : ATST p.18

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Daveenn : DISENT p75

Ne oa ket pell a-benn kavout toull ar straed strizh war-zinaou a gase, tamm-ha-tamm gant he derezioù digompez, betek ti Daniel, e foñs ur roñchig.

2016
Daveenn : BARAB p194

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial