digor
digor
Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.
kalon digor
korn digor
digor
digor e galon
digor e skrin
En Enez-Sun, da skouer, e vez graet "an ober" eus ur bae ledan digor, stêr ebet oc'h echuiñ ennañ.
— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? » Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus. En hent, daou chaseour a dremenas.
Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.
- Ha ni ? - Ni ? Chom a reas Sezni Abgrall digor e c'henou gantañ - Ya ! ni !...
Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor.
A-benn ar fin, en em lakeas da ouelañ ha war an taol e chomis gant va genou digor[-]bras, rak kammed ne oa degouezhet dezhañ ober kemend-all dirazon.
Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.
Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?
Kaset en devoa dija da vale an Aotrou Hamon deut gwechall da c’houlenn digantañ diouzh va ferzh daoust hag-eñ e chome digor pe hanter glozet an holl draoù-se dirazon.
Padal, pet ha pet gwech n’en devoa ket lavaret din : « M’az pefe ezhomm un dro bennak eus forzh petra, deus davedon, deus, hag e pep degouezh va dor, va divrec’h, va c’halon ha va yalc’h a vo digor frank evidout. »
[...] ha pa c’houlennemp pegement hon devoa da baeañ, pemp pe c’hwec’h ac’hanomp ha digor[-]mat hor c’halon pa lavaran : « Va feiz ! eme an ostizez, ugent real, tudoù, mar n’eo ket re ger ».
Ne oamp ket dinec'h-dinec'h o pellaat eus an douar, rak ur pennad a oa e kleved ar gurun o krozal ; hag un dra fall e vije bet evidomp bezañ tapet gant ar gorventenn war an dour-digor, skuizh evel ma oamp deut da vezañ.
Setu ma kroger gant ur pennad hent war droad, ur gwiskad glizh a zo, ken na ziver ar gwez el lec'hioù digor a zo tost d'ar geriadenn [gêriadenn].
Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.
Ar meuz a zo eus ar c'hwekañ hag a walc'hje ur galon digoroc'h eget ma hini.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
digor