Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Na goust netra. Ur pred digoust. 2. Dre ast. Marc'had-mat. Bravigoù digoust.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

digoust

1732
Daveenn : GReg pg bague(s sauves), frais (Sans frais.)

deut eo kuit leun a vuhez ha digoust

1732
Daveenn : GReg pg (il s'en est venu, vie &) bague(s sauves)

digoust ha diviz

1732
Daveenn : GReg pg frais (Sans nuls frais.)

Mes, gant teil ma c'hrevier ha ma forzh, skarzhadur an douvezioù, hag hemañ, ar c'haoc'h-houarn-mañ e ran c'hoari gaeroc'h ha teir gwech muioc'h digoust ha dilabour.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Daveenn : SKET p.75

Al Leaned o doa prenet Gwaremm Kene-Killeg, ha graet ganti liorzhoù ha parkeier d’en em vagañ digoust.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Lenn a ra ar c'hazetennoù evel-just, ar re lec'hel pe digoust en o zouez.

2015
Daveenn : DISENT p124

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial