Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Sammad a goust udb. Koust ar varc'hadourezh. & Koust ar bevañ : ar pezh a goust ar madoù beveziñ hag ar gwazadennoù e-pad ur prantad lakaet. & Koust-kenderc'hiñ : ar pezh a goust kenderc'hiñ udb. HS. priz. & Priz* koust. 2. Mizoù, dispign. Paeet e vo diouzh ar c'houst en deus bet.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

koust

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coust (ou coustage)

diskiñ diwar e goust

1732
Daveenn : GReg pg apprendre

neb a lavar gaou war goust ur re

1732
Daveenn : GReg pg calomniateur

lavaret falsentez war goust ur re

1732
Daveenn : GReg pg calomnier

lavaret gevier grevus war goust ur re

1732
Daveenn : GReg pg calomnier

abilaat diwar e goust

1732
Daveenn : GReg pg apprendre

bezañ lark, ober largentez, diwar goust ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (faire du) cuir (d'autrui large courroye)

diwar va c'houst

1732
Daveenn : GReg pg (à mes) dépens

diwar ma c'houst

1732
Daveenn : GReg pg (à mes) dépens

diwar ma c'houst

1732
Daveenn : GReg pg (à mes) dépens

bevañ diwar goust ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (vivre aux) dépens (d'autrui)

en hoz koust a vezo

1732
Daveenn : GReg pg (ce sera à votre) dommage (à vos frais)

em lakaat e koust hag e mizoù

1732
Daveenn : GReg pg frais (Se mettre en frais.)

em lakaet e koust hag e mizoù

1732
Daveenn : GReg pg frais (Se mettre en frais, pp.)

Koustoù bras a zo bet.

1732
Daveenn : GReg pg frais (Il y a eu de grands frais.)

koust

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais), depens (frais), frais (Frais, dépense.)

koustoù

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais), frais (Frais, dépense, p.)

Diouzh ar c'houst, e rin pe ne rin ket

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koust (Suivant le coût, les frais, je ferai ou je ne ferai pas).

koustoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koust (Coût, ce qu'une chose coûte. Dépens. Dépense. Frais. Pl.)

koust

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koust (Coût, ce qu'une chose coûte. Dépens. Dépense. Frais).

Ar Gorsedd na gemer moulladur levr ebet war e goust.

1909
Daveenn : REZI p.19

Ne oa ket diaes dezhañ, a lavare an holl, tapout pesked diwar goust ar re all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.141

D'ar c'houlz-se e oa ar studierien evel Bohemianed amzer Murger. Ar re baour anezho a gemere unan pinvidik da baeron, hag a veve war e goust. Gwelout a ris e oa Enaud pourvezer Ar Menn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.140

- Ha gouzout a rez petra eo karantez ar c'hig ? - Eu !... Douetiñ a ran : an darempred etre priedoù, diwar goust an diantegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Tu am eus bet da c'houzout diwezhatoc'h, diwar va c'houst, pegen poanius e oa evit ar vro-se bezañ hep porzh goudoret-mat.

1985
Daveenn : DGBD p22

Rankout a reer lakaat koust an dafar er budjed ivez [...].

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial