Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. 1. A c'houlenn bezañ paeet a-benn e akuizitañ. Mil pemp kant lur e koust an dra-se. Pegement e koust al levr-mañ ? & KOUSTAÑ UDB., UR SAMMAD BNK. DA UB. : rankout paeañ ar sammad-se a-benn kaout an dra-se. Ar c'harr-se zo koustet kant tregont mil lur dezhañ. Kant lur eo koustet an eurier-se din. Pegement eo koustet da vragoù dit ? Ker eo koustet dezhañ ar bilhed evit mont tre. & Trl. pemdez Koustan pikez : koustañ ker-ruz. HS. talvezout. 2. Degas mizoù, dispignoù. Ar stal dilhad-se a goust ker dezhañ. Pegement eo koustet ho studioù d'ho kerent ? 3. Dre skeud. (heuliet gant ker alies) Degas poanioù, dioueroù. An dra-se a gousto ker dezhañ. Hi a oa koustet d'he c'horf ober al labour tenn-se. & Koustañ a ray ker d'e lêr : kastizet-garv e vo. & Trl. [1732, 1850, 1944] Koustet a gousto, kousto pe gousto, koust pe ne goust : daoust d'ar strivoù a vo ret ober, d'ar poanioù a vo ret gouzañv. Rankout a rae koust pe ne goust lavaret e soñj dezhañ. Fellout a rae dezhañ bezañ d'an eur kousto pe gousto. [1877] Touiñ a reas dont a-benn eus ar Vretoned, koustje pe goustje, hag ober anezho soudarded d’ar republik, zoken daoust dezho.

Skouerioù istorel : 
52
Kuzhat roll ar skouerioù

koustañ

1499
Daveenn : LVBCA p124 (couster)

koustañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couster

ar blijadur-se a zo koustet ker din-me

1732
Daveenn : GReg pg acheter

kement a goust evel egile

1732
Daveenn : GReg pg (il coûte) autant (que l'autre)

kement a goust hag egile

1732
Daveenn : GReg pg (il coûte) autant (que l'autre)

hep ma vez koustet netra da ur re

1732
Daveenn : GReg pg bague(s sauves)

va mab kaezh ; kalz a goustit din

1732
Daveenn : GReg pg (mon) cher (fils ; vous me coûtez bien)

un tamm onestiz ne goust ket kalz

1732
Daveenn : GReg pg (la) civilité (a son mérite)

koustañ

1732
Daveenn : GReg pg couter

koustout

1732
Daveenn : GReg pg couter

koustet

1732
Daveenn : GReg pg couter

koustiñ

1732
Daveenn : GReg pg couter

an ed a goust ker

1732
Daveenn : GReg pg (le blé) coûte (cher)

an ed a goust kalz

1732
Daveenn : GReg pg (le blé) coûte (cher)

koustet pe gousto, ret eo kaout anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (il en faut avoir, quoi qu'il en) coûte

Pegement a goust al levr-se ? C'hwec'h real

1732
Daveenn : GReg pg (combien) coûte (ce livre ?)

ar prosezoù o deus koustet e holl dra dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (les procés lui ont coûté tout son bien)

ar boan hag al labour, an trevel, ne goustont netra dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (la peine & le travail ne lui) coûtent (rien)

N'en deus koustet netra din.

1732
Daveenn : GReg pg gratis (Il me l'a donné gratis, ou gratuitement.)

Kalz a zo koustet evit e atreteniñ.

1732
Daveenn : GReg pg entretenir (On a bien depensé de l'argent à entretenir cette personne.)

Koustet pe gousto, ret eo prenañ anezhañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kousta (Quoi qu'il en coûte, il faut en acheter).

Pegement a goust an ed ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kousta (Combien [c]oûte le blé ? )

koustañ

1850
Daveenn : GON.II pg talvézout, talvout, tallout, pg kousta (Coûter, être acheté un certain prix).

ker e koust ar goulaouerezh er gêr-mañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goulaouérez

Pegement eo koustet ar walenn deoc'h dimeus hoc'h abid kamolod glas?

1874
Daveenn : GBI.II p450

ur werz nevez a zo savet, d'ur plac'hig yaouank ec'h eo graet; he deus bet un abid lien gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abid nevez graet, d'ar plac'hig yaouank eo plijet

1874
Daveenn : GBI.II p528

kemenerien am eus ivez d'ober din un abid nevez; d'ober din ur gotilhonenn hag a goust pemp skoed ar walenn

1874
Daveenn : GBI.II p262

Pegement a goust deoc'h ar walenn dimeus hoc'h abid kamolod gwenn?

1874
Daveenn : GBI.II p450

Touiñ a reas dont a-benn eus ar Vretoned, koustje pe goustje, hag ober anezho soudarded d’ar republik, zoken daoust dezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.264

Mont a ri betek ennañ, kousto pe gousto, ha klevet a ri gantañ, ha gant ar vistri all, ar pezh a ranko da ober hor mestr-ni, an Aotrou Kerbalanek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.78-79

E vanneig a gav mat, ha setu perak eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro dezhañ da evañ kement ha ma kar, rak ar banneoù-se ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al lec’h ma’z eus.

1877
Daveenn : EKG.I. p.113

Mes Maner al Liorzhoù n’emañ e-kichen hent-bras ebet, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust dezho dont en hentoù bihan diwar an hentoù-bras. Paotred Landeboc’her o doa roet dezho ur gentel vat en derc’hent.

1878
Daveenn : EKG.II p.36

Aes e oa dezhañ reiñ banneoù, marc’had-mat e oa ar gwin, rak ne gouste netra dezhañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.71

Koustout a ra pa na'n neus mann 'vit mann ; mes na goust ket kement ha ma soñj dit.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ya ! Perag e teujen d'he dilezel [ar gelaouenn], pa na goust ket ker, ha pa eo gwir e ro din da c'hoût, ha mat ha fall ar pezh a dremen en hon bro ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Setu Janedig he-unan gant he aotrou, he fried. Itron eo, itron. Siwazh ! ker, gwall ger eo koustet dezhi he noblañs.

1925
Daveenn : BILZ2 p.162

Ar gwenneien a roit da Saig Jelvest evit e besketaerezh, na petra o deus bet koustet deoc’h, den pinvidik ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

koustet eo

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

N'eur ket evit tremen hep lavarout ez eo bet treset peurliesañ an traoniennoù-se gant ar brasañ faltazi, evel m'en devefe an oberour mennet kavout, koustet a gousto, ur stêr gozh o kenderc'hel pep stêr a zo o redek bremañ war an douar, ar pezh a zo un doare-labour un tammig arvarus...

1943
Daveenn : TNKN p26

Gwelout a oa ret, koustet a gousto.

1944
Daveenn : EURW.1 p.151

Gwir eo, ar priz a gouste.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

Ha ni a lavaro dezhi eo koustet deomp ar vag… kant lur… Ha goude… an heritaj… » — « A ! loen fin !… »

1944
Daveenn : ATST p.103

En eil e oa bugale ar berc'henned diwar ar maez, ar genwerzhourien, an aotrounez vihan, houmañ a gouste 400 lur.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Kousto pe gousto, e rankomp tremen an deiz e Southampton.

1944
Daveenn : EURW.1 p.111

Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.

1944
Daveenn : ATST p.76

Seurt tra alies a goust ker : / Ma c'hrediñ ' c'hellez war ma ger.

1960
Daveenn : PETO p52

lojet (mat) ha maget evit netra (evit al labour kentoc'h) e vint. 65 lur hepken e koust an enskrivadur.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Koustout a reas ker kas anezhañ ac'hano betek Libreville, hag eus ar gêr-se betek Port-Gentil.

1985
Daveenn : DGBD p151

Gouzout mat a ran pegen ker eo bet koustet dit ma studioù.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Ret eo deomp kavout koustet a gousto pelec'h emañ an toull berous e Taksis.

2015
Daveenn : EHPEA p133

Evel-se e c'hallit diskouez n'oc'h ket tud fanatik a fell dezhe lakaat ar re all da blegañ kousto pe gousto dirak ho toare da welet an traoù.

2015
Daveenn : DISENT p105

Da skouer e c'houlenno ar vanifesterien nebeutoc'h a dailhoù evit ar re binvidik, met ivez lakaat tout ar re baour da labourat en-dro rak re ger e koustont d'ar gevredigezh.

2015
Daveenn : DISENT p111

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial